[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ulaid

Eus Wikipedia


Ulaid
Rouantelezh Ulaid
? – 1177
Location of Rouantelezh Ulaid
Location of Rouantelezh Ulaid
Kartenn eus Iwerzhon war-dro 900
Kêr-benn Emain Macha
Yezh(où) heniwerzhoneg
Gouarnamant Monarkiezh
Roue
 - –465 Forga mac Dallán (kentañ roue istorel)
 - 1172–1177 Ruaidrí Mac Duinn Sléibe (diwezhañ)
Istor
 - Krouidigezh ?
 - Aloubet gant an Angled-ha-Normaned 1177


Ulaid a oa ur rouantelezh pe ur meuriad lec'hiet e biz Iwerzhon en-deus roet e anv d'ar broviñs a-vremañ Ulster. E Emain Macha, e-kichenn Armagh edo e gêrbenn. Da vare e c'halloud brasañ e talc'he Ulaid un dachenn en em astenne eus ar stêr Boyne war-du ar su betek kontelezh Leitrim war-du ar c'hornôk. E derou ar marevezh kristien o-doa kaset kuit an Uí Néill tu Ulaid betek kontelezh Down.

Hervez Annala Rioghachta Éireann e teraouas digresk Ulaid e 331 pa voe faezhet Fergus Foga gant Colla Uais en emgann Achadh Leithdheirg. Kollet e voe gantañ kornôk ar vro ha devet e voe Emain Macha. Dilezet e voe un tammig goude-se.

Derc'hel ar vro a reas tiernelezh an Dál Fiatach betek kreiz ar grennamzer, daoust ma kendalc'hjont da goll tirioù aloubet gant an Uí Néill. Peurzistrujet e voent gant an Normaned e 1777