[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Catalauni

Eus Wikipedia
Kartenn eus pobloù Galia

Ar g-Catalauni a oa ur bobl geltiek e Galia hag a roas o anv da gêr Châlons-en-Champagne. Dont a ra o anv eus ar gerioù galianek catu, « kad », hag alauno « skedus », dre ma lavarent bezañ « skedus en emgann ». Neo ket sur e oant ur skourr kar d'ar g-Catuvellauni, ur bobl vrezhon en Enez Vreizh.

Bez ur pennbrezel, e Châlons, beziet war e garr. Kavet e 1901.

O c'hêr-benn a oa anvet Civitas Catalaunorum pe Catalaunum, aet da Châlons. Moarvat e oa suj pobl ar g-Catalauni d'ar Remi, ur bobl amezek, en hanternoz dezho, hag o oa Durocortorum o c'hêr-benn.