Autrigones
An Autrigones a oa ur bobl rakroman o chom e hanternoz ledenez Iberia, etre ar stêrioù Asón ha Nerbioi. Meneget eo o anv gant Titus Livius, er bloaz 76 kent JK , en tolead a zo deuet da vezañ Bizkaia hag Araba, en Euskal Herria, hag e hanternoz Proviñs Burgos. En-dro dezho e oa ar g- Cantabri er c'hornôg, ar g-Caristii er reter, ar v-Berones er gevred, hag an d-Turmodigi er c'hreisteiz.
N'ouzer ket ha Kelted e oant, daoust ma kaver anvioù keltek en tolead, evel Uxama Barca ha re all gant al lostger -briga[1], da neuze e vefent bet euskarekaet evel o amezeien Caristii ha Varduli[2]
Yezhoù rakroman Spagn |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]