Galated
Ar C'halated a zo un nebeud pobloù kelt a yeas d'ober o annez e-kreiz Azia-Vihanañ en Henamzer hag o annez nevez a zo bet anvet Galatia e-pad kantvedoù betek dibenn an impalaeriezh roman. O c'hêr-benn, relijiel d'an nebeutañ, a oa anvet Ankira, deuet da vezañ Ankara, kêr-benn Turkia hiziv. Gant ar C'hresianed hag ar Romaned e vezent gwelet evel Galianed.
Krouidigezh Galatia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lu Kelted eus Galia a aloubas Makedonia ha Bro-C'hres goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an Alpoù hag a dreuzas an Hellespontos goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras temploù Delfi, ur veaj a voe graet an Ergerzhadeg vras anezhi. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e voe tizhet Azia-Vihanañ ganto pa oant bet kouviet da zont betek enni gant roue Bitinia, Nikomedes Iañ, da ziarbenn ar roue seleukour Antiokios Iañ.
Trec'het gantañ ez eas ar Gelted d'an takadoù meneziek uhelañ a zo e Reter Frigia, hag a voe anvet Galatia da-heul. Ar briñselezh nevez he doa harzoù boutin gant rouantelezh Pontos ha hini Paflagonia e Norzh, Kappadokia er Reter, rouantelezh Pergamon er Su hag hini Bitinia er C'hornôg. Pa oa disheñvel o renad eus hini o amezeien e veze graet Kumuniezh ar C'halated eus o zeir fobl. (Koinon Galatôn e gresianeg ha Commune Galatarum e latin). Graet o doa o annez e kastelloù-kreñv nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.
Framm politikel ar c'h-Galated
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An teir fobl eo an Dektosaged o doa Ankira evel kêr-benn (Ankara hiziv), an Dolistoboged o doa teir c'heoded pennañ, Pessinos, Gordion ha Tolistotoka hag an Drokmed dezho ar c'heodedoù Tavion hag Ekkobriga. Renet e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri fenn bras evit gwir) : ur penn (an arc'hontos), ur barner (dikastes) hag ur jeneral gant daou ofiser (stratophylax ha hypostratophylax).
Ur c'hevredad riezoù brezelour dindan ur brientinelezh milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez Strabo, ar " bederveliourien" (tetrarc'hontes) ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet Drunemeton ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell Nemeton). El lec'h sakr-se, an neved, e veze dalc'het al lezvarn kastiz gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar sevel-loened, met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an ergerzhadegoù, ar preizhata hag arc'hant an dasprenoù . Brudet e vezent evit bezañ goprsoudarded taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e brezelioù diehan e veze e Azia-Vihanañ ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan beli Pharnakes I, roue ar Pontos etre -181 ha -179.
Aloubet e voe Galatia gant Roma e -189, lakaet dindan statud ur broviñs e -64 ha staget ouzh an impalaeriezh roman e -25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag anavezet eo darn eus buhez an impalaer Aogust diwar enskrivadurioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an hoalad kristen e vez degaset ar relijion kristen ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an abostol sant Paol, a skrivas dezhi ul lizher a gaver er Testamant Nevez hiziv (Lizher d'ar C'halated).
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv zo en oberennoù skrivagnerien an Henamzer eus ar galatege, ar yezh komzet gant ar C'halated hag a seblant bezañ bet ur rannyezh eus hini ar C'halianed, rak skrivañ a rae sant Yerom (347-420) e komze ar C'halated ar galianeg c'hoazh hag e oa heñvel o yezh ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv). Meur a anv galat zo galianek e furm, met ober a raent gant titloù gresianek pa oa meur a c'hresian o chom en o bro. War-dro 120 termen zo bet kavet pe el lennegezh klasel pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]