Helveted
An Helveted[1] pe Helvetii (hervez al latin) a oa ur bobl c’halian a oa o vevañ el lec’h m’emañ Suis bremañ er c’hentañ kantved kent JK.
Anv a vez graet anezho gant Julius Caesar en e Commentarii de Bello Gallico[2], ma kont e klaskjont mont eus an Alpoù war-zu mervent Galia e 58 kent JK. Miret e voe outo a dreuziñ bro an Allobroged gant armeoù Caesar. Neuze e klaskjont tremen dre zouaroù ar Sequani hag an Aedui : taget e voent gant ar soudarded roman ha faezhet en emgann an Arar (Saône). Ur pennadig goude e voent trec’het adarre en emgann Bibracte, e bro an Aedui. Rankout a rejont distreiñ d’o bro orin ha roet e voe dezho ar gefridi da zifenn harzoù an Impalaeriezh roman diouzh ar C’hermaned, ha ganto ur statud a « bobl gevredet » (foederati). C’hwec’h vloaz war-lerc’h koulskoude e voe an Helveted o reiñ harp da emsavadeg Verkingetorix e 52 kent JK[3].
En III hag er IVe kantved e voe taget bro an Helveted, a oa bet romanekaet da neuze, gant Alemanned ha Burgonded. A-benn ar Vvet kantved e oa bet peuraloubet gant ar pobloù german-se.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 63
- ↑ De Bello Gallico, levrenn 1, pennadoù 2-29
- ↑ De Bello Gallico, levrenn VII, pennad 75