Seduni
Neuz
Ar Seduni, pe Seduned, a oa ur bobl kelt e-kreiz Valais Suis er Iañ kantved kent JK.
Meneget int e meur a skrid, ha meur a enskrivadur o deus lezet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket petore darempredoù o doe gant ar C'halianed a dremenas dre an Alpoù da vont da gemer kêr Roma e 390 kent JK.
Meneget int gant Julius Caesar en e levr De Bello Gallico evel Sedunos[1], Sedunorum[2] ha Sedunis[2], e-kichen teir fobl all Valais : an Nantuates e Chablais, ar Veragres e tolead Martigny hag an Uberi e Valais uhelañ. Meneget int ivez gant Titus Livius[3] ha gant Plinius an Henañ[4]. Krediñ a reer e tegouezhjont er vro er Vvet kanved kent JK.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (la) I, 51.
- ↑ 2,0 ha2,1 (la) III, 2.
- ↑ (la) Ab Urbe condita libri XXI, 38.
- ↑ (la) Naturalis Historiae, III, 137.