[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Hispania

Eus Wikipedia
Proviñsoù roman Hispania.

Hispania a oa an anv latin evit al Ledenez iberek m'emañ Bro-Spagn ha Portugal hiziv. Dindan ar Republik roman e oa rannet Hispania etre div broviñs : Hispania Citerior ha Hispania Ulterior. E-pad ar briñsiezh e voe rannet Hispania Ulterior e div broviñs nevez, Baetica ha Lusitania, ha Hispania Citerior a oa advadezet Tarraconensis. Goude se e oa distaget lodenn gornôkañ an Tarraconensis diouti. Da gentañ e oa anvet ar broviñs nevez-se Hispania Nova, ha Callaecia diwezhatoc'h (pe Gallaecia, alese anv Galiza a vremañ). Adalek Tetrarkiezh Diocletianus (war-dro 284) e voerannet adarre su an Tarraconensis en ur broviñs anvet Carthaginensis, hag an inizi Balearez moarvat. Bodet e oa holl ar proviñsoù-se en un Diosez sivil a oa dindan vikel Hispaniae. Implijet e voe an anv Hispania e-pad prantad ar Wizigoted. Dont a ra an anv España (Bro-Spagn) eus Hispania.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.