Andecavi
An Andecavi (anvet ivez Andicavi[1] hag Andes[2]) a oa ur bobl c'halian en Arvorig, gwechall.
En em astenn a rae bro an Andecavi war an douaroù zo aet d'ober Anjev goude, pe Maine-et-Loire hiziv dre vras. Diwar o anv e teu anvioù Bro-Anjev ha kêr Anje.
E levrenn 3 Commentarii de Bello Gallico gant Caesar e lenner e oa karterioù goañv an armeoù roman e bro an Andes, e-pad ar brezel a-enep pobloù Arvorig[3]. E-pad ar goañv 57–56 kent JK e voe lakaet sevel listri gant ar Romaned war ribl al Liger, evit mont da aloubiñ Enez Vreizh da gentañ, met implijet e voent d'en em gannañ a-enep ar Weneted.
Goude faezhidigezh Galianed Verkingetorix en emgann Alesia e talc'has an Andecavi, renet gant Dumnacos, da vrezeliañ ouzh Roma. A-benn ar fin, goude seziz Limonum (Poitiers hiziv an deiz), unan eus lec'hioù kreñv ar b-Pictones, e voe faezhet arme an Andecavi gant ar Romaned. Daoust ma c'hallas Dumnacos tec'hel e voe kollet kalz tud gantañ ha goude-se e rankas pobloù Arvorig kodianañ da vat[4].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Paulus Orosius 6.8.7.
- ↑ Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico
- ↑ Caesar, Commentarii de Bello Gallico 2.33 ha 3.7.
- ↑ Aulus Hirtius, levrenn 8 Commentarii de Bello Gallico 8.26–31.