aod
Neuz
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg alt.
- Meneget er C'hatolikon (aout).
- Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn allt en kembraeg, als en kerneveureg hag all en krenniwerzhoneg.
- Deuet eus ur ger keltiek *φalso-, a zeufe eus *pl̥-s-o-, eus ur wrizienn indezeuropek *pel-s- « maen, roc'h », a gaver er gerioù Fels « karreg » en alamaneg, pélla (πέλλα) « maen, roc'h » en henc'hresianeg ha parša « maen » en pachto.
Anv-kadarn
aod /ˈɔːt/ benel (liester : aodoù, aochoù).
- Al lec'h ma ne vez ket dour pa vez izel ar mor.
- Bezañ, mont (ral) en aod.
- Darbet e oa din bezañ aet war ma fenn en aod., — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 238.)
- Kement maen a zo en aod o deus toud o anv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 345.)
- Mont d'an aod.
- It d'an aod. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 79.)
- aod ar mor, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 79.) ; Troude [1]
- An aod vev.
- aod ul lec'h bennak
- An iliz, e Plouider, a zo gwintet war penn uhelañ ar vourc'h, diouzh kostez aod Goulc'han. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 11.)
- kavout un dra bennak war an aod, en aod:
- Amañ e teu ar Baganiz da brenañ keuneud hag a-wechoù da werzhañ traoù kavet ganto war an aod, peñseoù evel ma lavaront. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 107.)
Doareoù-skrivañ all
- Skrivet aot pe ôt e TBP.
Stummoù rannyezhel
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar