[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tad Medar

Eus Wikipedia
Golo Fâtima !, 1943

Jacques Marie Dourmap, Tad Medar e anv lean, ganet d'ar 7 a viz Here 1908 e Lannarvili, e-kreiz Bro-Leon ha marvet e Plerin d'an 3 a viz Mae 1988, a oa ur manac'h kabusin a zo bet ur skrivagner brezhonek ivez.

Goude e studioù e Lesneven hag e kloerdi Kemper ez eas da vanac'h. Meur a vloaz a dremenas e kouent Rosko. Pa oa eno e voe e penn Ar Vuhez Kristen, ur gelaouenn vrezhonek a badas betek dibenn an Eil brezel-bed. D'ar mare-se ivez e skrivas an Tad Medar levrioù evel Fatima, Ar Werc'hez Vari pe Diwar C'hoarzin. Er bloavezhioù 1960-1970 edo o chom en ur gouent e Gwengamp.
E dibenn e vuhez, pa oa e korn-bro Sant-Brieg e savas daou levr all c'hoazh, An Tri Aotrou ha Paotred an Ognon. Mervel a reas e Plerin d'an 3 a viz Mae 1988.

  • 7 a viz Here 1908, ganet e Lanarvili.
  • 29 a viz Gwengolo 1931. Lean er Mans.
  • 26 a viz Mae 1934. Gouestladur belegïezh.
  • 1934. Kregiñ a ra da brezegenniñ er misionoù parrez, retredoù ha pardonioù.
  • Eus miz Mezheven da viz Gwengolo 1940. Person Loprevaler (asambles gant novised yaouank).
  • Miz Meurzh 1946. Diazezadur kouant ar Gapusined e Gwengamp.
  • 1948. Sekretour Kreizenn Bastorel ar Misionoù Diabarzh (CPMI). Misionoù e Breizh.
  • 7 a viz Du 1958.Kenrener ar Greizenn (CPMI) gant an tad J-F Motte, an diazezour.
  • Eus 1962 da 1965. Sekretour an aotrou Person e Koñsil pe Sened-Iliz Vatikan II.
  • 1966-1970. Beajoù displegañ ar Sened-Iliz e Kanada.
  • 1971-1978. Aluzenner Kelenndi an Itron-Varïa e Gwengamp.
  • 1978-1988. Aluzenner Oaled Breuriezh Katolik ar re glañv e karter Sant-Laorañs e Plerin.
  • 3 a viz Mae 1988. Marv an Tad Medar.
  • Ar Werc'hez Vari hor Mamm, Ti-moulañ Bokle, Montroulez, 1937, in-8, 130 p.
  • Fatima, Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1943
  • Sant Fransez a Asiz, mignon ar vugale, Ar Vuhez Kristen, 1942
  • Kentelioù Santez Elizabed a Hongri (1207-1231),Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1944.
  • Diwar c'hoarzin, Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1945, skeudennaouet gant Langleiz.
  • An Aviel hervez sant Mazhe, troet gant an Tad Medard, kabusin, ha Maodez Glanndour, Studi hag Ober, 1952, rummad "Ar Bibl Santel", moullet e Les Presses bretonnes e Sant Brieg, 96 p.
  • An Tri Aotrou, 1981.
  • Paotred an Onion, Emgleo Breiz, 1986
  • Istorioù beleien, Al Liamm, 1990.

Gwelout Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien, Lukian Raoul, Al Liamm, p. 90-91

Diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Père Médard, redites-nous encore, association "Les Amis du Père Médard", 1996.