[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Hoatzin

Eus Wikipedia
Hoatzin

Un hoatzin.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Opisthocomiformes
Kerentiad : Opisthocomidae
Genad : Opisthocomus
Anv skiantel
Opisthocomus hoazin
(Statius Müller, 1776)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An hoatzin[1] a zo un evn, Opisthocomus hoazin an anv skiantel anezhañ, hag a vev er geunioù pe tost ouzh ar stêrioù e Suamerika.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-vent gant ur fazan eo, etre 60 ha 70 cm. Glas eo e zremm ha ruz e zaoulagad. E gorf zo gell-kistin hag e lost glas-gwer ha gwenn en e veg. Ur guchenn bluñv gell-ruz zo war e benn. Ar plog zo noazh pa vez ganet, gant daou skilf e penn e zivaskell hag a steuz pa erru an evn en e oad gour.

Un hoatzin yaouank.

Gouennañ hag emzalc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hoatzin o tinijal.

Gouennañ a ra an hoatzin e koulz ar glaveier. Sevel a ra e neizh 2-4 metr a-us d'an dour ha dozviñ daou pe dri vi hag a vez goret ur mizvezh. Ar plog a chom en neizh 2-3 sizhun goude bezañ digloset. Maget e vez gant ar par koulz ha gant ar barez.

Par ha parez a zifenn o zachenn : reiñ a reont da c'houzout d'an hoatzined all eo o zachenn dre ober lidoù-parañ, trouzioù boud hag en em zerc'hel en ur mod tagus. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz pe zaou. E-pad ar prantad-se e sikouront o zud dre ober war-dro ar ploged ha difenn an dachenn.

Un nijer dizampart eo an hoatzin. Evit tec'hel kuit rak ur preizhataer (marmouz, evn-preizh, naer...) e ra an hoatzin yaouank gant e skilfoù evit krapat ouzh ar gwez. Ma n'eo ket trawalc'h evit achap kuit e spluj en dour a-is d'an neizh ha neuial dindan-gorre.

En em vagañ a ra diwar zelioù, hag a-wechoù frouezh ha bleunioù. Estreget ar skilfoù e penn divaskell an hoatzin yaouank zo dibar d'an evn-mañ : e grubuilh ledan a ro bod da vakteri hag a servij da derriñ goloenn kelligoù an delioù hag aesaat o c'hoazhañ. An evn nemetañ eo gant ur sistem koazhañ evel-se.

Ar spesad nemetañ eo er genad Opisthocomus hag er c'herentiad Opisthocomidae. Diouzh an evnoniourien e vez renket an hoatzin en urzhiad Cuculiformes pe Opisthocomiformes. N'eo ket sklaer c'hoazh peseurt evned eo ar re dostañ oute a-fet rummatadur : ar c'houkouged pe an tourakoed.

Tiriad an hoatzin e glas.

Kavet e vez al labous e koadeg an Amazon, ha pladenn Guyana ivez[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]