[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Spesad

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Er vevoniezh e vez implijet an termen spesad evit unan eus ar renkoù rummouriel diazez a reer ganto evit sevel renkadurezh ar bevien. Termenet e vez ar spesadoù evel strolladoù ar bevien (plant ha loened) a c'hell gouennañ etrezo ha genel distaoladennoù distag ha strujus. Graet e vez al labour rummata gant daou seurt bevoniourien, al loenoniourien hag al louzawourien (ar re-se evit rummata ar plant).

Dre vras e talvez meur a anv boutin implijet evit loened ha plant anavezet mat evit hini ar spesad (leon, ki-dour), met meur a spesad a ya dindan ar skrev, da skouer.

Ul labour pouezus eo klask peseurt spesadoù distag a c'heller kavout daoust d'an heñvelidigezhioù. Meur a wech e vez kavet daou spesad pa veze kredet e oant unan hepken. Pa vez divizet ez eus ur spesad en e unan e vez savet un anv daoudel, da lavaret eo anv latin ar genad heuliet gant anv latin ar spesad. An daou anv a zo anv skiantel ar bevien.

Niveroù ar spesadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Amprevaned eo darn vuiañ ar spesadoù loened.

E 2004 e oa bet kinniget niveriñ spesadoù ar vevien er mod-se : [3]

Koulskoude e kred meur a vevoniour eo kalz uheloc'h niver ar spesadoù a ya da vezañ renket e-barzh genadoù zo :

  1. 1,0 ha1,1 David L. Hawksworth, "The magnitude of fungal diversity: the 1•5 million species estimate revisited" Mycological Research (2001), 105: 1422-1432 Cambridge University Press [1]
  2. Proceedings of the National Academy of Sciences, Census of Marine Life (CoML) [2]