[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwipavaz

Eus Wikipedia
Gwipavaz
Ar bourk, tapet eus tu ar c'hornôg.
Ar bourk, tapet eus tu ar c'hornôg.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Guipavas
Bro istorel Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Gwipavaz (pennlec'h)
Kod kumun 29075
Kod post 29490
Maer
Amzer gefridi
Fabrice Jacob
2020-2026
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 15 196 ann. (2020)[1]
Stankter 344 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 26′ 03″ Norzh
4° 23′ 58″ Kornôg
/ 48.434167, -4.399445
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 131 m
Gorread 44,13 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwipavaz

Gwipavaz zo ur gumun e Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penngêr kanton Gwipavaz eo.

  • War lez ar stêr Elorn emañ Gwipavaz.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'an 11 a viz C'hwevrer 2009 e voe votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 a voe roet d'ar gummun.
  • Skolioù divyezhek zo eno abaoe 1995.
  • E distro-skol 2023 e oa 101 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (6,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
En glazur e rod dantek gwerzhidet en aour, hebiaet gant div askell en argant, skoret ouzh beg gant teir goudreustell gommek en argant.
  • Sturienn : audaces fortunat juvas ("d'ar re galonek e vinchoarzh ar chañs").
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Picrel e anv, hag ur beleg anvet Bernicot ; nac'het e voe gant ar c'hure, Segalen e anv[4].
  • Mervel a reas 202 waz eus ar gumun, eleze 3,99% eus he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant-Paol (1952-1955) gant ur porched savet e 1563.
  • Chapel Itron-Varia ar Reun.
  • Chapel Sant Eozen.

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 1
Hollad 1

Soudard en tirlu e oa. Mervel a reas e miz Even 1940, e-pad an Eil Brezel Bed[10].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Niver a annezidi

Tud marvet eno

1946 : Yann-Loeiz Rozeg, skrivagner brezhonek.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Le Mercier [11]

Aotrounez Beaurepos ha Keroman

En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div c'hregilhenn ivez en argant, hag ouzh beg gant ur c'hloc'h en aour bazoulet en sabel

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne – Ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, p. 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pp. 40-41.
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)ABSA
  7. (fr)Imperial War Museum, luc'hskeudenn
  8. (fr)Pertes Luftwaffe Finistère.
  9. (fr)Pertes USAAF Finistère
  10. (en)Commonwealth War Graves Commission
  11. Aotrounez Beaurepos he Keroman. Diskouezadegoù e 1534 ha 538, e Lambezelleg. - Pierre, reizher ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh, e 1632. Marvet e-kerzh e oa en karg.