[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Brest Meurgêr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brest Meurgêr ar Mor)
Brest Meurgêr
Brest Meurgêr
Anv gallek (ofisiel) Brest Métropole
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh
Departamant(où) Penn-ar-Bed
Bro velestradurel Bro Brest
Furm kumuniezh kêr, meurgêr
Sez Brest
Deiziad krouidigezh 24 Mae 1973
Kod RAKEM 242900314
Prezidant
Amzer gefridi
François Cuillandre
2020-2026
Poblañsouriezh
Poblañs 209 722 ann. (2017)[1]
Stankter 960 ann./km²
Douaroniezh
Niver kumunioù 8
Gorread 218,37 km²
Lec'hiadur en departamant
Brest Meurgêr
Lec'hienn web https://www.brest.fr/


Brest Meurgêr a zo anezhi ur veurgêr eus Frañs, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Krouet e vez ar gumuniezh kêr e 1973. E anv kentañ a oa « Kumuniezh-kêr Brest » (Communauté Urbaine de Brest - CUB). Cheñchet e oa bet e anv da « vBrest Meurgêr ar Mor » e 2004. Treuzfurmet e oa bet en ur veurgêr d'ar 1 a viz Genver 2015. Un darn eus Bro Brest eo.

Brest Meurgêr a ya 8 kumun d'ober anezhi:

  1. Boc'harzh
  2. Brest (sez)
  3. Gouenoù
  4. Gwiler
  5. Gwipavaz
  6. Plougastell-Daoulaz
  7. Plouzane
  8. ar Releg-Kerhuon

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'ar 16 a viz Mezheven 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Brest Meurgêr ar Mor.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 2028 skoliad (8,4 % eus skolidi an tolpad-kêrioù evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Tachennoù barregezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brest Meurgêr ar Mor he deus ar varregezh war an treuzdougerezh ha meret eo ar rouedad bus ha tramgarr Bibus ganti.
    • Korvoer ar rouedad Bibus eo Keolis.
  • Lojeiz
  • Diwan ekonomikel, sokial ha sevenadurel

Liammoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Strollegezh Abaoe
Sina Qingdao 2006
Viêt Nam Haiphong 2007

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Ofis Publik Ar Brezhoneg