[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ar Brezoneg er Skol

Eus Wikipedia

Ar Brezoneg er Skol (ABES) a oa anv ul luskad kevredigezhel bet krouet er bloavezhioù 1930 gant Yann Fouéré ha Robert Audic.

E bal a oa lakaat pennadurezhioù Breizh da votiñ ur mennad da c'houlenn digant ar gouarnamant kelenn brezhoneg er skolioù publik[1]. Tammoù intrudu a oa dija e kornioù zo d'ar mare-se er skolioù katolik a-drugarez da labour gredus tud evel Remon ar Porzh, bet savet gantañ Breuriez ar brezoneg er skoliou e 1932. En em zispakañ a reas al luskad-mañ e penn-kentañ etre ar bloaz 1934 ha deroù an eil Brezel-bed e 1939. Berzh bras a reas pa lakaas evit ar wech kentañ kantadoù a guzulioù-kêr da embann e savent a-du gant kelenn ar yezh er skolioù. Un niver brazik a frammoù eus ar gevredigezh sivil a reas kemend-all d'o heul. Gant se e teuas a-benn luskad Ar brezoneg er skol da enskrivañ kaoz kelenn ar yezh war an deiziataer politikel. Kalz a gaoz a voe diwar e benn er mediaoù ha, bep un tammig, e kreskas ar gwask war ar gouarnamant gall.

Tarzh an eil Brezel-bed ne zeuas ket a-benn da derriñ krenn an emsav lañsus ha modern-mañ hag a ziskouezas evit ar wech kentañ e oa a-du ar muiañ-niver eus ar Vretoned evit ma vefe kelennet o yezh d'o bugale. Kenderc'hel a reas al luskad gant e labour brudañ e-pad ar brezel. Da-heul krouidigezh ar gazetenn La Bretagne e c'houlennas Yann Fouere digant Robert Audic, harluet e Pariz, distreiñ da Vreizh e penn-kentañ 1941 evit derc'hel gant an erv bet boulc'het a-gent. Dont a reas evel-se Robert Audic da vezañ sekretour leunamzer al luskad, e Roazhon[2]. N'eo nemet e 1945 e voe divodet dre urzh emsav Ar brezoneg er skol ha torret e voe al luskad neuze. Ret e voe gortoz goude-se deroù ar bloavezhioù 1960 a-raok gwelet ar C'huzul-Stad divizout terriñ diferad divodañ Ar brezoneg ar skol un nebeud mizioù hepken a-raok marv Robert Audic e 1962[2].

Gallout a reer lavaret eo gant Ar brezoneg er skol e voe diazezet evit ar wech kentañ en Emsav ar yezh an doareoù stroll da dalañ ouzh Pariz e framm ur stourm kevredigezhel ha demokratel. Evit un darn vat eo a-drugarez d'al labour boulc'het gant Ar brezoneg er skol er bloavezhioù 1930 ha 1940 ma voe posupl votiñ al lezenn Deixonne a zamzigoras dorioù ar skolioù d'ar brezhoneg goude-se, adalek 1951(Daveoù a vank).

Kumunioù o doa votet a-du gant ar mennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumunioù bet sinet mennad Ar brezoneg ar skol etre 1934 ha 1938

Ne c'haller ket c'hoazh kavout roll klok ar c'humunioù bet sinet ganto ar mennad evit kelenn brezhoneg er skol. Diglok e chom ar roll kumunioù dindan neuze. Evit e sevel ez eus bet implijet div vammenn. Da gentañ-penn levr Marcel Guyesse "La langue bretonne, ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle" bet embannet e 1936. Ennañ e kaver ur roll eus ar c'humunioù bet votet ganto a-raok ar c'hentañ a viz Ebrel 1936 (er pajennoù 265-267). Al luskad Ar brezoneg er skol eus e du a embannas ul levrig e 1938 evit ober ar poent war ar c'houlzad "Enseigner le breton, exigence bretonne". 337 kumun o doa sinet d'ar c'hentañ a viz Mae 1938. E dibenn al levrig-se ez eus ur roll eus ar c'humunioù bet emezelet er c'houlzad Ar brezoneg er skol d'ar c'hentañ a viz Mae 1938 hag a ya da glokaat ar roll bet embannet kent gant Guyesse. N'eo ket bet kavet roll ar c'humunioù bet votet ar mennad ganto etre ar c'hentañ a viz Mae 1938 ha diviz ar Stad da zivodañ Ar brezoneg er skol e 1945. El levr "Les Bretons à l'heure de l'Europe" bet embannet e 1961 e rae anv Yann Poupinot a 459 c'humun bet votet ganto e 1944', en o zouez Kastell-Briant, Ankiniz ha Machikoul, da lavaret eo ur c'hard kumunioù ouzhpenn. Dre ma n'eus ket bet gallet gwiriañ an dra-se n'int ket bet lakaet er roll amañ dindan neuze. Daoust da se, sklaer eo ez eo bet niverusoc'h ar c'humunioù o votiñ ar mennad evit ne ziskouez ar gartenn nemet stad ul luskad ha n'eo ket chomet a-sav e 1938.

E-touez ar c'humunioù o deus votet goude Mae 1938 emañ Pontkastell-Keren el Liger-Atlantel a votas e miz Du 1942, pe Kastell-Bourc'h, en Il-ha-Gwilen, d'an 13 a viz C'hwevrer 1944, da skouer.

En Aodoù-ar-Arvor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Al Leslae (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Andel (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar C'houerc'had (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Faved (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Fouilh (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ar Gozh-Korle (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Roc'h-Derrien (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Vinic'hi (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ar Vouster (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Berc'hed (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Binig (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Brelevenez, Lannuon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Brengoloù (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Bulad-Pestivien (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Bulien, Lannuon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Dinan (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Duaod (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Enez-Vriad (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gouanac'h (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gras-Gwengamp (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Groñvel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwareg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Henon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kallag (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kamlez (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kaouennieg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Karnoed (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kemper-Gwezhenneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kemperven (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kerborzh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kergrist-Moeloù (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kerien-Boulvriag (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kêrber (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kersaout (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Landreger (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Langoad (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lannidig (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lanniskad (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lannolon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lannuon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lanrodeg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lanvaodez (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lanvaeleg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lanwal (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Larruen (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lezardrev (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Logivi-Lannuon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Logivi-Plougraz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lokarn (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lokmikael-an-Traezh (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Louergad (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Maroue, Lambal (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Mael-Pestivien (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pañvrid-ar-Beskont (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pempoull (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Perroz-Gireg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Peurid-ar-Roc'h (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plaeraneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plagad (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Planiel (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pledeliav (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pleuveur-Bodoù (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pleuveur-Gaoter (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pleuvihan (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pleuwigner (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pleuzal (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plijidi (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plistin (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploulec'h (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouared (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploubêr (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plougouskant (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plounerin (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plounevez-Moedeg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plounez (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plourc'han (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plourivoù (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plouzelambr (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plufur (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pluskelleg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plusulian (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pontrev (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Porzhig (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Prad (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Priel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Rospezh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Juluan-Pentevr (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Ke-Porzh-Olued (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Kleve (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Koneg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Loup (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Nikolaz-ar-Pelem (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Rien (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Yann-Gerdaniel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Servel, Lannuon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Tonkedeg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Trabrivan (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Tredraezh (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Trefrin (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Tregastell (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Treglañviz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Treveneg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Trevereg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)

En Il-ha-Gwilen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell-Bourc'h (d'an 13 a viz c'hwevrer 1944)
  • Landegon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Redon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Trevo (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)

El Liger-Atlantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Mor-Bihan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Arzh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • An Elven (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ar Faoued (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ar Gemene (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Roc'h-Bernez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Sent (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Aradon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Begnen (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Belz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Brelevenez (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Edig (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Enizenac'h (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gourin (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gregam (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Groe (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwern-Porc'hoed (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwezhennoù (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gwidel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwiskri (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Henbont (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kalann (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kaodan (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kervignag (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kewenn (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kiberen (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kistreberzh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Langedig (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Langoned (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lanvodan (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lokentaz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lostenk (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Mêlann (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Mourieg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Moustoer-Logunec'h (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Muzilheg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Noal-Pondi (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Paolieg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plañvour (d'an 13 a viz Ebrel 1938 ; n'eo ket meneget e roll "Enseigner le breton, exigence bretonne" emb. gant Yann Fouéré e 1938)
  • Plaodren (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pleheneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pleurdud (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Prederion (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploue (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plouharnel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plourae (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ploveren (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pluhernin (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plunered (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pluveleg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pluwigner (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pont-Skorf (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Priziag (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Roudoualleg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Karadeg-Tregonvael (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Nolf (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Pêr-Kiberen (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Visant-an-Oud (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Yann-Brevele (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Santez-Elen (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Surzhur (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Teiz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Trevlean (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Tropark (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Zinzag (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)

E Penn-ar-Bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Uhelgoad (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ar Faou (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Forest-Fouenant (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ar Fouilhez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Merzher-Salaun (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ar Vourc'h-Wenn (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Argol (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Beuzeg-ar-C'hab (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Boc'harzh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Bodiliz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Bodsorc'hel (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Bolazeg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Brasparzh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Brelez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Brieg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Daoulaz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Dineol (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Dirinonn (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Douarnenez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Edern (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Eliant (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Enez-Sun (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Eusa (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gouenoù (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gouezeg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Goulien (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Goulc'hen (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gourin (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gourlizon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwerliskin (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gwiglann (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gwikar (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwiler (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwimaeg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwineventer (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwinevez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gwiproñvel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwipavaz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gwiseni (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Gwitalmeze (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Gwitevede (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kameled (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Karaez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Karanteg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kastell-Nevez-ar-Faou (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kastell-Paol (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kastellin (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kemeneven (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kemper (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kerbêr-Kilbignon (Brest) (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kerfeunteun, Kemper (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kerglof (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kerlaz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kerlouan (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kerniliz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kernouez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kersent-Plabenneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kledenn-ar-C'hab (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Kledenn-Poc'hêr (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kleder (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Koloreg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kommanna
  • Konk-Kerne (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kore (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Koz-Meal (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Kraozon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lambaol-Gwitalmeze (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Landeda (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Landevenneg (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Landivizio (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Landrevarzeg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Landudal (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Landudeg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Langolen (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lanhouarne (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lannarvili (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lannedern (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lannildud (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lanniliz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lanrieg, Konk-Kerne (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lanriware (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Laz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lennon (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lesneven (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Leuc'han (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Logeginer (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lokeored (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lokireg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lokmaria-Berrien (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lokmaria-Plouzane (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Lokournan (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Loktudi (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Lopereg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Loprevaler (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Mahalon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Meilh-ar-Wern (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Mellag (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Milizag (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Montroulez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Motrev (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Nizon, Pont-Aven (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Penmarc'h (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Penharz, Kemper (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plabenneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plegad-Moezan (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploare, Douarnenez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploeneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploneour-Lanwern (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plonevell (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plonevez-ar-Faou (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plonevez-Porzhe (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouarzhel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ploudiern (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plouedern (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploueskad (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouezoc'h (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plougastell-Daoulaz (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plougêr, Karaez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plougerne (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plougin (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plougonvelen (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plougouloum (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouider (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plouie (d'ar 6 a viz Gwengolo 1936)
  • Plourin-Gwitalmeze (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouvien (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouvorn (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Plouzane (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plouzeniel (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Plouziri (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Ploveilh (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Ploveur (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pluguen (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pluwenn (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pont-Aven, (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Porspoder (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Pouldahu, Douarnenez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Pouldreuzig (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Poullann (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Poullaouen (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Rosko (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Rosloc'hen (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Rosporden (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Divi (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Hern (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Ivi (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Kouled (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Mark, Brest (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Martin-war-ar-Maez (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Nouga (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Neven (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Servez (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Tegoneg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Tonan (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Wazeg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Sant-Yann-ar-Biz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Sant-Yann-Drolimon (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Santeg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Santoz (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Skaer (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Speied (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Taole (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Trebabu (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Treboull, Douarnenez (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Tregaranteg (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Treglonoù (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Tremaouezan (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
  • Tremeog (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Trêgad (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Treouergad (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
  • Triagad (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)

Degemer ar c'houlzad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizingal e vo berzh ar c'houlzad hervez al lec'h, diouzh ar gendestenn lec'hel ha, sur a-walc'h ivez, diouzh ma oa emsaverien war an dachenn evit mont da c'houlenn digant kuzulioù-kêr kumun pe gumun votiñ ar mennad. E Leon, Kreiz Breizh-Izel, Treger hag Arvor Kerne-Izel e reas berzh al luskad, e kornad an Oriant ivez. E lec'h all nebeutoc'h. Daoust ma ne oa ket bet soñjet evit bezañ votet gant kumunioù eus Breizh-Uhel, meur a hini a zivizas votiñ mennad Ar brezoneg er skol. E Breizh-Uhel e voe votet gant kumunioù a-hed bevenn ar yezh alies pe e lec'hioù divrezhonekaet a-nevesoc'h, evel e bro Wenrann. Bro Sant-Brieg ha bro-Redon a roas un degemer c'hwek d'ar c'houlzad ivez ha meur a gumun a votas ar mennad eno.

Da notiñ zo ne voe ket votet mennad ar brezoneg er skol gant kêr vras ebet nemet gant kêr Gemper, ur gêr a zo bet a-viskoazh digoroc'h d'ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh eget hor c'hêrioù bras all. Votet e voe gant Kemper hec'h-unan met ivez gant kumunioù Kerfeunteun ha Penharz a voe staget ouzh Kemper e 1960. Kumun an Erge-Vihan, staget ouzh Kemper e 1960 ivez, a chomas hep votiñ ar mennad avat.

Er c'hêrioù bras e oa eus ar goulenn evit kelenn ar brezhoneg ur c'hraf politikeloc'h eget war ar maez. Naoned, Sant-Nazer ha Roazhon, kêrioù enno kalz a vrezhonegerien a chomas hep votiñ. Maered Roazhon d'ar mare-se, Jean Lemaistre ha François Château a oa izili eus ar Strollad radikal. E Sant-Nazer e oa François Blancho, bet maer etre 1925 ha 1941, a oa ivez kuzulier-departamant evit an SFIO a oa e penn. Evit ar pezh a sell ouzh Naoned e oa Léopold Cassegrain hag Auguste Pageot a oa e penn, eus ar strolladoù Radikal hag eus an SFIO ivez. Herverk eo ivez, evel-just ne voe ket votet ar mennad gant maered Brest (Victor Le Gorgeu bet maer etre 1929 ha 1941) hag an Oriant (Jules Legrand (radikal) hag Emmanuel Svob (SFIO)). Ma ne voe ket votet gant kêr Vrest, kumunioù Sant-Mark ha Kerbêr-Kilbignon, bev-mat ar brezhoneg enno d'ar mare-hont c'hoazh, en reas. Lambezelleg avat a reas evel Brest hag a chomas hep votiñ. Gwened, en he fenn Maurice Marchais, a reas evel ar c'hêrioù bras all hag a chomas hep votiñ. Da notiñ emañ ivez degouezh dibar Sant-Brieg renet gant an SFIO ivez hag en he fenn Élie-Octave Brilleaud. Sant-Brieg ne votas ket. Koulskoude e oa² uhel an dregantad a vrezhonegerien e kêr hag oberiant mat an emsav brezhoneg peogwir e oa ur gêr ma oa staliet enni Frañsez Vallée. Sant-Brieg, kêr c'henidik Emil Ernod, a oa bet ar gêr gentañ o reiñ digor d'ar brezhoneg er skolioù prevez kerkent ha dibenn an XXvet kantved e lise Sant-Charlez. Serr e chomas dorioù ar skolioù publik enni ouzh ar brezhoneg avat.

  • Ar Brezoneg er skol. Union pour l'enseignement du breton. Enseigner le breton, Exigence bretonne, Roazhon, 1938.
  • Ar Brezhoneg er Skol 1934-1944.
  1. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajennoù 247-251 ha 264-268, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  2. 2,0 ha2,1 Testeni Yann Fouere : http://fondationyannfouere.org/robert-audic/