Aldo van Eyck
Aldo van Eyck (16 a viz Meurzh 1918 e Driebergen – 13 a viz Genver 1999 e Loenen aan de Vecht) a oa un arkitektour izelvroat. Kelenner e voe ivez e meur a skol-veur er Stadoù-Unanet, en Izelvroioù (Technische Hogeschool di Delft) hag e Suis (ETH Zürich).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E yaouankiz a gasas er Rouantelezh-Unanet ha goude-se ez eas da studiañ an arkitektouriezh da Zürich.
Diwar 1947 e veajas er bed a-bezh war glask sevenadurioù kozh. Goude distreiñ d'an Izelvroioù e labouras e rann labourioù foran kêr Amsterdam dindan renerezh van Eesteren. E stal dezhañ a zigoras en Amsterdam e 1951, asambles gant Jan Rietveld, hag eñ mab Gerrit Rietveld.
E 1946 e voe ezel eus « De 8 en Opbouw » ha diwar 1947 e voe kannad izelvroat er CIAM betek ma vefe divodet e 1959.
Daremprediñ a reas kalz arzourien ha kefredourien rakward evel izili CoBrA, hag ezel e voe eus al luskad-se etre 1948 ha 1951. E 1953 e savas Team X (pe Team 10) asambles gant Jacob Bakema, Georges Candilis, Smithson. Etre 1959 ha 1967 e voe e penn ar gelaouenn arkitektouriezh Forum.
Savadurioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1947-1978 : Tachenn c'hoari (Aldo van Eyck)
- 1955-1960 : Ti-emzivaded Amsterdam luc'hskeudenn
- 1963-1969 : Iliz katolik, Den Haag
- 1969-1972 : Lojerisoù PREVI, Lima, Perou
- 1973-1978 : Maison Hubertus, Amsterdam luc'hskeudenn
- 1980-1989 : Ti Padua, Boekel
- 1983-1992 : Iliz Moluccan, Deventer
- 1984-1989 : Kreizenn ESTEC, Noordwijk
- 1990-1994 : Savadurioù burevioù Tripolis, Amsterdam luc'hskeudenn
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Strauven, F., Aldo van Eyck: The Shape of Relativity, Amsterdam 1998
- Lefaivre, L. and A. Tzonis, Aldo van Eyck: Humanist Rebel, Rotterdam 1999
- Cocco A & Foulon E, Les mutations de l’orphelinat d’Amsterdam d’Aldo van Eyck, Le Visiteur n°10, Éditions de l'imprimeur, 2003
- Ligtelijn, V., Aldo van Eyck; Werken / Werke / Works, Bussum 1999
- Santis, P. De, Aldo van Eyck: scritti e architettura, Florence 2003
- van Eyck Aldo, L'intérieur du temps, in Le sens de la ville, Seuil, 1972 p.91-128
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]www.team10online.org. Titouroù e lec'hienn Team 10
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |