tostaat
Neuz
Brezhoneg
Verb
tostaat /tosˈtɑːt/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : tostaet) (displegadur)
- Dont tostoc'h.
- Job a oa tostaet. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 32.)
- — [...], « lezit ac'hanon da dostaat, evit ma welin ha me a vezo evit rannañ hoc'h ejen etrezoc'h. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 132.)
- Ne spurmanted diwezh ebet d'ar « gwlizhaj » hogen klevout a raed trouz kammedoù Klaoda ha Yona, an amezeien, o tostaat war [an] hent-karr. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 14.)
- A bep eil e tostaor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 203.)
- Tostaat da unan bennak pe da un dra bennak.
- … difennet en devoa zoken eus e wreg lezel ar bugel da vont da c’hoari war aod ar mor hag ivez da dostaat d’e vag, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 111.)
- Neuze e tostaas dezhañ, ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 142.)
- Dre he zinou ha dre he c'homzou e roas da intent d'an estranjour diwall da dostât d'al lec'h-ze ; ... — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 4.)
- Mar tostaez din-me ez out un den marv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 81.)
- Tostaat ouzh unan bennak pe ouzh un dra bennak.
- [...] ; n'en doa ket kredet mont dre gêr Lesneven, ha c'hoant tostaat ouzh Brest en doa ivez. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 188.)
- Tostaat a riz diochtu ouc'h ar c'hleuz; biza ha tennañ riz adarre.— (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 91.)
- Goulaouet oa an deiz; tosteat oan out-han, hag en eur zellet piz, e veliz eur zeizenn enn dro d'he c'houzouk, ha var he galoun eur vedalenn. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 94.)
- Tosta‚ ta ouzhin, kozh skarineg digalon, tosta ‚ta buan, mar kredez. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 79.)
- Tostât a ra gant e c'houlou ouz ar gwele doun ha tenval : nep trouz na finvadenn ! — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 15.)
- Ne welit ket e tostaont ouzh ar penn all ? — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 85.)
- Ya ! fiñval a rae ar sklerijenn war vantell ar siminal, ha tostaat a rae didrouz ouzh tal ar gwele. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 52.)
- Pa darzh skinoù kentañ an heol, a-rez an dremmwel, e tosta Marzhin ouzh dorioù kêr hag e c'hourc'hemenn outo digeriñ. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 76.)
- Tostaït ouz an daol ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 354.)
- Tostaat un dra bennak da udb, ouzh udb all.
- Tostait ar bank ouzh an daol.
- Goude e-krogas er varazh a oa an toaz enni, ’vit he zostaat d’an oaled. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 31.)
- Tostaat ouzh unan bennak pe ouzh un dra bennak.
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Troioù-lavar
- tostaat ouzh hec'h amzer : dont ar poent da wilioudiñ da ur vaouez
- Petra a rez a-raog antren en ti ? - Tostaad dezañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 329.)
- Petra a zo kaoz d'ar saout da dostaad ouz ar c'hleuz da beuriñ ? - A-toue, ar c'hleuz n'hall ket tostaad outo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
Troidigezhioù
- galleg : s'approcher (fr) ; approcher (fr)