teir
Neuz
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (teir).
- Meneget er C'hatolikon (teir).
- Da geñveriañ gant ar gerioù tair en kembraeg, tyr en kerneveureg, teora en iwerzhoneg.
Anv-gwan pegementiñ
teir /ˈtɛjr/
- Div mui unan (dirak an anvioù-kadarn benel unan).
- Ma zeir merc’h … troet e teir logodenn, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 80.)
- Unan a vanke din da echuiñ ma zeir dousenn, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 137.)
- [...] me oar vat, mammig kozh, ne youlfet ket ober din mankout un dimeziñ ker kaer evit teir barvenn. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 39.)
- - [...]. A-raok mont da c'hoari gant an teir brinsez-ze, o deus lekeat ac'hanomp-ni evel m'emomp, grit d'ar vartoloded-man evel d'ar re all, [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 51.)
- Pa 'z eot e teuio teir brinsez kaer a-zirazoc'h ; [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 48.)
- An teir c'had. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 25.). Hervez ar yezhadurioù e c'hortozer "an teir gad" kentoc'h.
- « N'a ket da zirenka Doue gant eun dra ken dister-all, » eme deir mouezig flour en e gichen. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 37.)
- An teir gwalenn a gastiz : ar brezel, ar gernez hag ar vosenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 55.)
- Hastom buan dïaocha a-raog mah arruo an teir gwaz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 100.)
- A-benn ma o-devez bet teir gwreg e vez poent a-walc'h dezo mond d'o foull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 193.)
- div pe deir, teir pe beder:
- Paka eur pesk brao a eure, ha neuze ez eas da gas anezan da eur roue a oa eun teir pe beder leo ac'hano. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 41.)
- Er vatimant-se e oa c'hwec'h kaoter a deir pe a beder forn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 233.)
- Teir pe beder gwech eo bet ar jandarmed war e dro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- evel raganv
- an teir : digemm e vez teir war-lerc'h ar ger-mell dalc'hmat; en troiennoù an teir-mañ, an teir-se,
- Neuze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir-ma, a goanias ganto, [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 52.)
- Teir (wreg) a oa mantellet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 244.)
- dirak un anv-gwan: teir gozh, teir vras kemmadur dre vlotaat en anv-gwan.
- teir flac'h / teir blac'h
- Diwar deir gwech e vez torret ar blanedenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 309.)
Anv-kadarn
teir benel, liester teirioù (a-wezhioù)
Gerioù heñvelster
- daou (gourel)