[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

du

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Du

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus an henvrezhoneg du ; kar d'ar c'hembraeg du, d'ar c'herneveureg du, d'an iwerzhoneg dubh ha d'an galianeg dub, *dubo-.
Kavout a reer ar ger-mañ er C'hatolikon.

Anv-gwan

Derez Furm
Derez-plaen du
Derez-uheloc'h duoc'h
Derez-uhelañ duañ
Derez-estlammiñ duat

du /ˈdy:/

  1. A-liv gant ar glaou, gant pluñv ar vran hag an tad-moualc'h. _____________
    Du evel an noz, evel ar mouar, evel ur vran, evel askell ar vran, evel toull-revr ur c'hazh du.
  2. Paour
    Hennezh a oa du da lazhañ TBP : paour-du
  3. paour-du
  4. du gant an naon: naonek
  5. Gant ar c'hemmadur:
    • Ar vuoc'h zu (ral war-lerc'h un anv-kadarn).
    • Ar re zu.

Gerioù enepster

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troioù-lavar

Krennlavaroù

Troidigezhioù

Anv-kadarn

du /ˈdy:/

  1. Liv du. _____________
    Livañ dilhad e du.
    • Ar gwenn hag an du n'int ket livioù.


Alamaneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Raganv-gour

Troad Eil gour
unan lies
Nominativ du ihr
Genitiv deiner euer
Dativ dir euch
Akuzativ dich euch

du /duː/

  1. Te.


Esperanteg

Etimologiezh

Kar d'ar ger latin duo, d'ar ger lituanek du.

Anv-gwan pegementiñ

du /du/

  1. Daou, div


Galleg

du

  1. Ger-mell amstrizh.
    • Du pain. Bara.


Kembraeg

Etimologiezh

Sellet ouzh an etimologiezh e kevrenn ar brezhoneg.

Anv-gwan

gourel benel
unander du du
liester duon duon

du /Distagadur ?/ ( duon)

  1. Du.
    • 'Tafarn y llew du. Tavarn al leon du (anv meur a davarn).
    • mwyar duon : mouar du.
    • mor ddu â bola buwch : ken du ha bouzelloù buoc'h (ha toull-revr ur c'hazh du).
    • Yn ddu fel y frân. Du evel ur vran.
    • Fel bol buwch ddu : evel bouzell ur vuoc'h zu, du-sac'h.


Kerneveureg

Etimologiezh

Sellet ouzh an etimologiezh e kevrenn ar brezhoneg.

Anv-gwan

du /Distagadur ?/

  1. Du.


Norvegeg

    • Du synger : kanañ a rez.