gant
Neuz
Brezhoneg
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | ganin, ganen |
U2 | ganit, ganez |
U3g | gantañ |
U3b | ganti |
L1 | ganeomp, ganimp |
L2 | ganeoc'h |
L3 | ganto, gante |
D | ganeor |
gant /ɡãn(t)/
- Araogenn a verk al lec'hiañ, ar gompagnunezh.
- Araogenn an tu-gouzañv, gant an anv-gwan-verb:
- Me a zo bet boufonet gand honnez peogwir o-deveze truez ar chas ouzin. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 551.)
- Bezañ un dra gant unan bennak (den pe loen, perc'hennañ mareadek)
- Loen bihan a zo gand ar gazeg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)
- Leue a zo gand ar vuoc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)
- Stal togou a zo gand e vamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)
- Bezañ un den gant un dra bennak: troet gant un dra, oc'h ober war-dro un dra
- Me n'on ket gand-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 189.)
- Araogenn a verk an abeg:
- Bezañ klañv gant an istr.
- Gouelañ gant ar glac'har, huchal gant ar boan, mervel gant an aon, gant ur c'hleñved bennak...
- Spered-Bell a ginnige mouga gant ar moged. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 220.)
- Me n'am-oa ket gallet debri tamm ebed en deiz-ze gand an aon am-oa bet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 183.)
- Fraoñval a ra an dillad a-hont gand an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 165.)
- Poullennet e oa an dour en-dro dezi gand ar boan he-devoa bet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 427.)
- mont gant unan bennak: bezañ laeret gantañ.
- memes tra gant unan bennak
- gant ma, gant a
Stummoù rannyezhel
Gerioù kevrennek
- Ar paour pa binvidika gand an diaoul e ya. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 314.)
Troidigezhioù
- Araogennoù brezhonek, stag
Galleg
- Eus ar frankeg want, memes ster dezhañ.
Anv-kadarn
gant /ɡɑ̃/ gourel, (liester gants)