Yelizaveta Yaroslavna
Yelyzaveta Yaroslavna | |
---|---|
Timbr ukrainat, 2016 | |
Rouanez kenseurt Norvegia | |
1045 – 1066 | |
En he raok | Emma Normandi |
War he lerc'h | Ingerid Denmark |
Ganedigezh | 1025 |
Marv | ~ 1067 |
Tierniezh | Ryourik (Рюрик) |
Tad | Yaroslav Iañ ar Fur |
Mamm | Ingegerd Olofsdotter Sveden |
Priedoù | Harald Hardråde |
Bugale | Maria Haraldsdotter Ingegerd Norvegia |
Yelyzaveta Yaroslavna (ukraineg : Єлизавета Ярославна ; 1025 – ~ 1067), anvet Ellisiv Kyiv a-wechoù[1], a oa ur briñsez eus Rous Kyiv hag a droas da rouanez Norvegia dre he dimeziñ gant Harald Hardråde e 1043.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e 1025 gant he mamm Ingegerd Olofsdotter Sveden (Sveden 1001 – Kyiv, 1050), eil pried Yaroslav Iañ ar Fur (~ 978 – 1054), priñs meur Kyiv ha Novgorod.
C'hoar Anna Kyiv, rouanez ar Franked, e oa Yelyzaveta. Ur c'hoar all dezhi, Anastasia Kyiv, a voe rouanez Hungaria.
Ar priñs norvegiat Harald Sigurdsson Hardråde, unan eus kadourien veurañ an Istor, a guitaas Norvegia e 1030 goude Emgann Stiklestad ; war e hent da Vizantion e reas un ehan e lez Kyiv ma voe piket e galon gant Yelyzaveta, met nac'h a reas he zad he dimeziñ d'ur priñs paour en harlu. Kenderc'hel gant e hent a reas Harald ; komandant Gward ar Vareged e voe e Bizantion, ha kalz pinvidigezhioù a vernias dre e gurioù e reter ar Mor Kreizdouar a-raok distreiñ da Gyiv, ma'z asantas Yaroslav reiñ e verc'h Yelyzaveta dezhañ.
Er saga anvet Morkinskinna[2] e lenner e voe dalc'het an eured e-kerzh ar goañvezh 1043-44 ; e 1045 e vije aet ar c'houblad da Norvegia. Den ne oar hiroc'h a-zivout eured Yelyzaveta Yaroslavna ha Harald Hardråde eget ar pezh a lenner digant ar barzh Stúfur Thordharson "an Dall" (* 1025), meneget en Heimskringla Snorri Sturluson (~1230), hag a zo gwall skort : ne c'heller ket gouzout ha mont da Norvegia a eure Yelyzaveta evit gwir; pe marvet e vije war an hent.
Ur fed istorel eo e voe lakaet Harald Hardråde da genroue ar vro a-gevret gant e niz Magnus Olavsson. E-unan e renas Harald war Norvegia goude marv Magnus e 1047. Ur fed istorel all eo e kemeras Harald un eil gwreg e 1048, un Norvegiadez anvet Tora Torbergsdatter, evit abegoù politikel ; daou vab en doe ganti : Olaf III Norvegia ha Magnus II Norvegia.
E 1066 e tivizas Harald aloubiñ Bro-Saoz, met lazhet e voe en Emgann Stamford Bridge (25 a viz Gwengolo 1066)[3]. En deiz-se end-eeun e varvas Maria Haraldsdotter, merc'h Harald ha Yelyzaveta ; o merc'h all, Ingegerd (~ 1046 – ~ 1120) a voe rouanez Danmark adalek 1085 betek 1095 ha hini Sveden adalek 1105 betek 1118.
Den ne oar petra a c'hoarvezas gant Yelyzaveta Yaroslavna ; dianav eo deiziad ha lec'h he finvezh.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'Heimskringla – Saga of Harald Hardråde'. Kavet : 27/02/2022.
- (fr) Sturluson, Snorri. La saga de Harald l'impitoyable (troidigezh gant Régis Boyer). Paris : Payot, 1979 (ISBN 978-2-228-33630-7)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ellisiv Jarisleivsdatter,
Ellisiv merc'h Yaroslav
gant an istorour Snorri Sturluson en e Heimskringla. - ↑ "Ar barchenn louedet", ur skrid islandat bet skrivet e-tro 1220 ; (da) 'Morkinskinna'. Kavet : 27/02/2022.
- ↑ (en) 'Elizabeta Yaroslava (11th cent.)'. Kavet : 27/02/2022.