Victor Hugo
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Victor Hugo |
Anv ganedigezh | Victor-Marie Hugo |
Anv-bihan | Victor, Marie |
Anv-familh | Hugo |
Titl noblañs | Beskont |
Deiziad ganedigezh | 26 C'hwe 1802 |
Lec'h ganedigezh | Besançon |
Deiziad ar marv | 22 Mae 1885 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Deiziad douarañ pe deviñ | 1 Mez 1885 |
Lec'h douaridigezh | Panthéon |
Tad | Joseph Léopold Sigisbert Hugo |
Mamm | Sophie Trébuchet |
Breur pe c'hoar | Abel Hugo, Eugène Hugo |
Pried | Adèle Foucher |
Kompagnun(ez) | Juliette Drouet, Léonie Thévenot d'Aunet |
Bugel | Adèle Hugo, Charles Hugo, François-Victor Hugo, Léopoldine Hugo |
Kar | Georges-Victor Hugo, Jeanne Hugo |
Familh | Hugo family |
Paeron pe maeron | Victor Lahorie |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Tachenn labour | creative and professional writing |
Bet war ar studi e | skol-veur Pariz, Lycée Louis-le-Grand, Lycée Michelet, Vanves |
Bet studier da | Louis Lefébure de Fourcy |
Titl sevended | Peerage of France |
Lec'h labour | Pariz, Jerzenez |
Deroù ar prantad labour | 1819 |
Dibenn ar prantad labour | 1883 |
Strollad politikel | Parti de l'Ordre |
Komzoù diwezhañ | C'est ici le combat du jour et de la nuit… Je vois de la lumière noire. |
Brezel | Brezel 1870-1871 |
Diellaouet gant | Beinecke Rare Book & Manuscript Library, Maison de Victor Hugo, Bibliothèque de l'Arsenal, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall |
Luskad | French Romanticism |
Ideologiezh politikel | anti-clericalism |
Tachenn | polemical lampoon |
Levezonet gant | John Owen |
Darvoud-alc'hwez | funeral |
Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor, Marc'heg al Lejion a Enor |
Skrivet en deus evit | Revue des Deux Mondes |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Victor Hugo zo ur skrivagner gallek bet ganet d'an 26 a viz C'hwevrer 1802 e Besançon (Bro-C'hall) ha marvet d'an 22 a viz Mae 1885 e Pariz (Bro-C'hall). Gall eo a-berzh e dad, ar jeneral Joseph Hugo, ha breizhat dre e vamm Sophie Trébuchet. Lakaet eo a-wechoù da vezañ ar skrivagner brasañ eus al lennegezh c'hallek. Skrivet en deus barzhoniezh, romantoù, pezhioù-c'hoari.
Buhez hag oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Victor Hugo e oa an hini yaouankañ eus tri mab Joseph Léopold Sigisbert Hugo (1773-1828) ha Sophie Trébuchet (1772-1821). Ur vourc'hizez a orin eus Naoned e oa e vamm. Ofiser en arme war zouar e oa e dad ; anvet e voe da goronal da gentañ ha da jeneral da c'houde pa oa dindan Joseph Bonaparte e Spagn. Buhez ar vreudeur Hugo ne veze ket aes bepred. Alies-mat e veze pell o zad diouzh ar gêr hag a-wechoù e rae o mamm diouzh he fenn. Buan a-walc'h e oa yenaet Sophie Trébuchet ouzh he gwaz ha darempred he doa gant ar jeneral Fanneau de Lahorie, betek ma voe harzet (1810) ha fuzuilhet (1812) hennezh abalamour da vezañ itriket iriennoù a-enep Napoleon. E Pariz dreist-holl en doa bevet Victor vihan ; a-hend-all e oa chomet ur pennad mat gant e dad e Napoli (1808) hag e Madrid (1811-1812). Adalek disparti e dud, e 1812, ez eas gant e vreur Eugène da Bariz da vevañ gant o mamm. Pa erruas o breur henañ Abel eno, e 1815, e voe kaset an tri breur d'ar skol Cordier da lojañ ha d'al lise Louis-le-Grand da studiañ.
Abred-mat e oa komañset Victor Hugo da skrivañ, e-tro dek vloaz. Pa oa pevarzek vloaz e skrivas en ur c'haier-skol e felle dezhañ « bezañ Chateaubriand, ha den all ebet ». D'an oad a pemzek vloaz e kasas ur varzhoneg d'ur genstrivadeg aozet gant an Académie française, hag eñ da dapout ur « meneg da galonekaat ». Asambles gant e vreudeur, a skrive int ivez, e krouas ar gelaouenn lennegel le Conservateur littéraire e 1819. Anvet e oa bet diwar skouer le Conservateur, ar gelaouenn bolitikel renet gant Chateaubriand. D'ar mare-se e save an tri breur a-du gant ar roue Loeiz XVIII, levezonet ma oant gant o mamm. Gant e varzhonegoù e voe loreet gant an Académie des Jeux floraux, e 1819 hag e 1820, hag e-giz-se e krogas da anavezout ar metoù lennegel e Pariz. E 1820 e voe tapet ur yalc'had gantañ gant e skrid Ode sur la mort du duc de Berry (un niz da Loeiz XVIII e oa dug Berry, hag unan eus ar re war ar renk evit mont da roue pa voe kontellet d'ar marv gant un enebour d'ar rouantelezh).
Er memes bloaz e voe embannet Bug-Jargal, e zanevell gentañ, e le Conservateur littéraire. Kontañ a ra un istor hag a c'hoarvez da vare dispac'h Haiti, e 1791, pa oa en em zieubet ar sklaved diouzh yev an trevadenniñ gall. Un dastumad barzhonegoù a embannas e 1821, Odes et poésies diverses. Dindan pevar miz e voe peurwerzhet. Ar roue Loeiz XVII en doa bet ur skouerenn anezhañ ; plijout a reas dezhañ, ken ma c'hrataas ul leve 1000 lur bep bloaz da Hugo. E 1822, bloaz goude marv e vamm, e timezas Victor Hugo da Adèle Foucher, naontek vloaz da neuze. A vihanik e anavezent an eil egile, rak er memes straed e oant bet o chom e Pariz, er c'harter Sant-Jakez. Abaoe tri bloaz en em zarempredent, daoust da enebiezh o div familh. Mervel a reas o c'hrouadur kentañ prestik goude e c'hanedigezh (1823). Pevar bugel all a zeuas war an douar war-lerc'h : Léopoldine e 1824, Charles e 1826, François-Victor e 1828, Adèle e 1830.
E 1823 e teuas er-maez e romant kentañ : Han d'Islande, un istor kriz hag a c'hoarvez e rouantelezh Norvegia e fin ar XVIIvet kantved. Gant al levr-se e voe roet ul leve all da Hugo, 2000 lur ouzhpenn – gant an div skoazell-se e c'halle bevañ diwar e bluenn, ha muioc'h en e aez e oa e diegezh. E 1824 e embannas barzhonegoù adarre gant an dastumad Nouvelles Odes. Abalamour ma veze gwelet Hugo evel ur skrivagner yaouank danvez ennañ e voe degemeret e saloñs lennegel Charles Nodier, a vode ar romantelourien c'hall tro-dro dezhañ. E 1825 e voe anvet da varc'heg al Legion a enor. Pedet e voe d'al lid da guruniñ ar roue nevez Charlez X en iliz-veur Reims. Bug-Jargal, en doa skrivet pa oa c'hwezek vloaz, a voe hiraet hag adembannet e stumm ur romant e 1826. Ma oa bet roueelour betek-henn e voe gounezet d'ar mennozhioù frankizour dre forzh daremprediñ ar romantelourien. Cheñch a reas tu d'e chupenn ha sevel a-du gant ar frankizourien hag ar vonapartourien adalek 1827, en tu enep d'ar roue Charlez X eta.
Hugo, penn ar skol romantel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1827 e voe skrivet ha gwerzaouet e bezh-c'hoari kentañ gant Hugo : Cromwell. Ur pezh diaes da c'hoari e oa an drama-se, ha tapout brud a reas kentoc'h dre e rakskrid (Préface de Cromwell), lec'h ma save ar skrivagner enep reolennoù strizh ar c'hoariva klasel. Kontet e voe an destenn-se evit bezañ manifest ar c'hoariva nevez, ha pelloc'h evit se hini ar skol romantel, a oa bodet en-dro da Hugo e kelc'h ar Cénacle.
E 1829 e voe embannet gant Hugo ar romant berr Le dernier jour d'un condamné à mort, ur skrid enep ar boan a varv, hag un doare ivez da abegiñ doareoù ren Charlez X. Er memes bloaz e skrivas daou bezh-c'hoari istorel – Marion Delorme hag Hernani – hag a voe berzet o-daou e-pad ul lajad gant ar gouarnamant. Pa voe c'hoariet an eil er Comédie-Française a-benn ar fin, e 1830, e save trouz er sal bewech, ha sach-blev e-mesk an arvesterien etre difennerien ar c'hoariva klasel hag aduidi ar c'hoariva giz nevez. « Emgann Hernani » a voe graet eus an abadennoù-se, hag eus ar reuz a oa iset gant div gostezenn bolitikel. En amzer-se ivez e voe rannet kalon Hugo pa gomprenas e taremprede e wreg Adèle ar skrivagner Sainte-Beuve. Ma viras droug ouzh e vignon kozh ez eo e c'hlac'har a lenner e lod barzhonegoù eus e zastumad Les feuilles d'automne (1831).
E 1831 e voe embannet unan eus e bennoberennoù gant Hugo : ar romant Notre Dame de Paris. Lakaet e oa iliz-veur Pariz e-kreizig-kreiz an istor, a dremen er bloaz 1482, e fin ar Grennamzer eta. Pezhioù-c'hoari istorel a skrivas Hugo er bloavezhioù war-lerc'h. An hini kentañ anezho, Le roi s'amuse (1832), a voe difennet c'hoari gant ar gouarnamant, abalamour ma rae al lu gant ar vonarkiezh. Ne oa ket ken flemmus ar pezhioù all : Lucrèce Borgia ha Marie Tudor e 1833, Angelo, tyran de Padoue e 1835, Ruy Blas e 1838. Abalamour ma oa bet diaes-diaes lakaat c'hoari ar pezhioù-se e tapas digeriñ ur c'hoariva nevez gouestlet d'an dramaoù romantel – an Théâtre de la Renaissance, gant skoazell Alexandre Dumas hag Anténor Joly. Etre 1838 ha 1840 e veajas Hugo war stêr Rhein, teir gwech, evit mont da Suis bep taol. Ar beajoù-se a voe danvez Le Rhin, lec'h ma kaver kej-mesk lizheroù, notennoù, tresadennoù hag evezhiadennoù. Derc'hel a rae ivez da skrivañ barzhonegoù, hag a veze embannet dastumadoù anezho ur wech ar mare : Les Chants du crépuscule e 1835, Les voix intérieures e 1837, Les rayons et les ombres e 1840.
Etretant e oa c'hoarvezet traoù nevez en e vuhez : ur pried-kleiz en doa Hugo eñ ivez. E deroù 1833 en doa graet anaoudegezh gant ar gomedianez Juliette Drouet, pevar bloaz yaouankoc'h egetañ, ha genidik eus Felger. E-pad hanter-kant vloaz, betek he marv e 1883, e voe e vestrez.
E 1841 e voe dilennet Victor Hugo en Académie française erfin, goude bezañ graet kazeg teir gwech. E 1843 e voe an drama Les Burgraves ur c'hwitadenn avat : start e voe lakaat c'hoari ar pezh-se, ha degemer fall a voe graet dezhañ gant an arvesterien. Abalamour d'an droukverzh-se e paouezas da skrivañ e-pad ur pennad, ha ne savas pezh nevez ebet e-pad tost daou-ugent vloaz. Er memes bloaz e voe skoet garv gant marv e verc'h Léopoldine, aet da Anaon gant he gwaz nebeud goude o eured, beuzet e stêr Saena. Ul levrenn eus an dastumad barzhonegoù Les Contemplations a ouestlas dezhi e 1856, lec'h ma kaver an hini anavezet-bras Demain, dès l'aube…
D'ar politikerezh en em daolas Victor Hugo da neuze. War-lerc'h Dispac'h 1830 e oa savet Hugo enep ar renad nevez lakaet e plas gant Loeiz-Fulup Iañ ; hogen adalek 1837, da-heul un emwel gant ar roue, en em dommas outañ tamm-ha-tamm. E 1845 e voe anvet da beskont ha par gant Loeiz-Fulup Iañ. Gant an titl-se en doa ur sez e Kambr ar birien, kambr uhel ar parlamant (betek ma voe divodet da-heul Dispac'h 1848). En aner e kinnigas berraat devezhioù-labour ar vugale en uzinoù, ha tremen eus 16 eurvezh da 10 eurvezh. E 1846 e cheñchas tu politikel, ur wech ouzhpenn, ha mont da republikan. E 1848 e voe dilennet da vaer 8vet arondisamant Pariz. Degemer vat a reas d'an Dispac'h e miz C'hwevrer, a-raok cheñch tu d'e chupenn ha sevel a-du gant kostezenn an urzh, ha gant ar prezidant nevez-dilennet Louis-Napoléon Bonaparte goude-se. Mont a reas da gannad ar Seine (1848-1851) gant ar strollad mirour. Dre ma tifenne mennozhioù sokial ha savboentoù frankizour war un dro e veze divarc'het ar bolitikerien all gantañ a-wechoù.
Evel politikour en doa stourmet Hugo evit « distrujañ ar vizer », hag evel skrivagner e reas heñvel, ha lakaat war wel tonkadur kriz ar re baourañ er gevredigezh c'hall en XIXvet kantved. E 1847 e lakaas ur pezh romant istorel ha sokial war ar stern, evel m'en doa graet Eugène Sue un nebeud bloavezhioù a-raok gant Les mystères de Paris. Pempzek vloaz goude e voe peurechuet hag embannet al labour-se : e 1862 e voe moullet Les Misérables, a ginnige Hugo evel « unan eus (e) oberennoù gwellañ, marteze an hini bennañ ».
Ar bloavezhioù harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit chom prezidant e vuhez-pad e voe itriket un taol-Stad gant Louis Napoléon Bonaparte, hag a voe kaset da benn d'an 2 a viz Kerzu 1851. Abalamour da vezañ savet enep an taol-se, ha da vezañ kemeret perzh er stourm zoken, e voe harluet Hugo. Mont a reas da chom da Vrusel da gentañ ha d'an inizi angl-ha-norman da c'houde, inizi gallek anezho – e Jerzenez e-pad tri bloaz hag e Gwernenez e-pad pemzek vloaz. E Saint-Pierre-Port e vevas e Hauteville House. E-keit-se e kendalc'has da dagañ Bonaparte, da skouer gant ar flemmskrid Napoleon Vihan (1852) – ul lesanv kavet gantañ hag a chomas peg ouzh an impalaer da zont. Daoust da dekred amnistierezh 1859 e nac'has Hugo distreiñ da Frañs : divroet e chomas keit ha ma voe Napoleon III e penn ar vro.
E 1862 e teuas ar romant Les Misérables er-maez en diwezh. Hugo, a oa bras e vrud dija, a reas berzh spontus gant istor ar galeour kozh Jean Valjean, e Frañs koulz hag en estrenvro dre an treiñ. Buan e voe kontet al levr evel ur monumant eus al lennegezh c'hallek, ar pezh ez eo hiziv an deiz c'hoazh. En harlu en em ouestlas ivez d'an tresañ ha d'al luc'hskeudenniñ, hag e talc'has da skrivañ barzhonegoù, hag a oa politikel muioc'h-mui o danvez. Meur a zastumad anezho a voe embannet : Châtiments (1853), Contemplations (1856), La Légende des siècles (1859) ha Chansons des rues et des bois (1865). Tri romant ouzhpenn a voe embannet gantañ lerc'h-ouzh-lerc'h : Les travailleurs de la mer (1866), war buhez kalet ar besketaerien ha lezenn griz ar morioù ; L'Homme qui rit (1869), war tonkad ur bugel mac'hagn e Bro-Saoz e fin ar XVIIvet kantved ; ha Quatrevingt-treize (1873), war ar Spont bras hag ar brezel diabarzh a oa c'hoarvezet etre ar Re Wenn hag ar Re C'hlas e kornôg Frañs. Adalek 1830 en doa boulc'het ivez un deizlevr hag a voe embannet war-lerc'h e varv e 1887 : Choses vues.
Ar bloavezhioù diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1871 e kouezhas impalaeriezh Napoleon III abalamour d'ar brezel Gall-Prusian. Gallout a reas Victor Hugo distreiñ eus an harlu, hag un degemer eus ar c'hentañ a voe graet dezhañ gant ar Frañsizien. Ne oa ket e Pariz e-pad emsavadeg ar Gumun : da-heul marv e vab Charles e oa e Brusel. Sevel a reas enep ar mod ma voe moustret didruez an emsavadeg. Kaset kuit e voe eus Belgia abalamour m'en doa degemeret kumunourien aet d'an harlu da Vrusel, hag e-pad tri miz ez eas da Luksembourg da vevañ. Meur a wech e reas tro wenn en dilennadegoù, pa felle dezhañ emellout e buhez politikel an Trede Republik nevez. E 1876 e voe dilennet er Sened erfin, a oa ar gambr uhel da neuze. E 1878 e voe skoet gant ur fallijenn – ur gwallzarvoud gwazhienn en empenn war a gomprener hiziv. E yec'hed a viras outañ a labourat start diwar neuze. Barzhonegoù kozh a voe embannet gantañ memes tra : La Pitié suprême (1879), L'Âne, Les Quatre Vents de l'esprit (1881) ha levrenn ziwezhañ La Légende des siècles.
D'an 22 a viz Mae 1885 ez eas Victor Hugo da Anaon, d'an oad a 83 bloaz. Evit rentañ enor dezhañ e voe aozet « obidoù broadel » e Pariz gant ar Stad. Diskouezet e voe e arched dindan ar Bolz-enor e-pad un noz, kent kas anezhi da iliz Santez Jenovefa, ma voe lakaet en ur bez maen. Er mod-se e voe troet an iliz da Panteon adarre. Ur mor a dud a arvestas ouzh an obidoù. Tri milion a dud a vefe en em dolpet e Pariz da zeiz an interamant, d'ar 1añ a viz Mezheven, ar pezh a ziskouez en doa merket ez-vev lennegezh hag istor e vro, ken ma oa kontet evel un Den Meur dija, ur skrivagner meulet bras koulz hag ur politikour doujet kenañ.
E soñjoù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet e oa a-du gant an impalaer Napoleon Iañ. Sevel a reas a-enep e niz Napoleon III. Mont a reas en harlu etre 1851 (taol-stad Napoleon III) ha 1870 (Brezel Frañs Prusia) e Brusel asambles gant Alexandre Dumas ha da c'houde e Jerzenez ha war-lec'h e Gwernenez.
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1818 : Bug-Jargal
- 1823 : Han d'Islande
- 1829 : Le Dernier Jour d'un condamné
- 1831 : Notre-Dame de Paris
- 1834 : Claude Gueux
- 1862 : Les Misérables
- 1866 : Les Travailleurs de la mer
- 1869 : L'Homme qui rit
- 1874 : Quatrevingt-treize (doare da skrivañ Victor Hugo eo)
Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1822 : Odes et poésies diverses
- 1824 : Nouvelles Odes
- 1828 : Odes et Ballades
- 1829 : Les Orientales
- 1831 : Les Feuilles d'automne
- 1835 : Les Chants du crépuscule
- 1837 : Les Voix intérieures
- 1840 : Les Rayons et les Ombres
- 1853 : Les Châtiments
- 1856 : Les Contemplations
- 1859 : La Légende des siècles (rummad kentañ)
- 1865 : Les Chansons des rues et des bois
- 1872 : L'Année terrible
- 1877 : L'Art d'être grand-père
- 1877 : La Légende des siècles (rummad nevez)
- 1878 : Le Pape
- 1879 : La Pitié suprême
- 1880 : Religions et religion
- 1880 : L'Âne
- 1881 : Les Quatre Vents de l'esprit
- 1883 : La Légende des siècles (rummad ouzhpenn)
- 1886 : La Fin de Satan (embannet goude e varv)
- 1891 : Dieu (embannet goude e varv)
C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1816 : Irtamène
- 1818 : Inez de Castro
- 1827 : Cromwell
- 1828 : Amy Robsart
- 1830 : Hernani
- 1831 : Marion de Lorme
- 1832 : Le roi s'amuse
- 1833 : Lucrèce Borgia
- 1833 : Marie Tudor
- 1835 : Angelo, tyran de Padoue
- 1838 : Ruy Blas
- 1843 : Les Burgraves
- 1882 : Torquemada
- 1886 : Théâtre en liberté (embannet goude e varv)
- 1934 : Mille francs de récompense (pezh skrivet e 1866 hag embannet goude e varv)
- 1939 : Le Château du diable (pezh diechu skrivet e 1812 hag embannet goude e varv)
- 1951 : L'Intervention (pezh skrivet e 1866 hag embannet goude e varv)