Mafalda
Mafalda eo harozez ha penndudenn ar bannoù-treset skrivet ha treset gant an tresour eus Arc'hantina Joaquín Salvador Lavado, anavezet gwelloc'h gant e anv-pluenn Quino. Taolenniñ a ra al levrioù buhez ur plac'hig yaouank a bemp bloaz anvet Mafalda, a zo nec'het-bras evit Mab-den, ar peoc'h er bed, ha stad ar bed a-vremañ. Embannet e voe ar bannoù-treset adalek 1964 betek 1973 ha berzh bras o deus graet e Amerika Latin, Europa, Kebek hag en Azia: diwarne e voe graet tresadennoù-bev hag ur film.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontañ a ra ar bannoù-treset buhez Mafalda, ar benndudenn, he zud hag ur strollad bugale all. Koulskoude, ne savas ket ar strollad a-ratozh, hogen un disoc'h e voe eus diorren ar bannoù-treset. Krouet e voe pep bugel unan war-lerc'h egile, o taliñ ouzh doareoù zo Mafalda. An ezreolder nemetañ a zo Guille, breur Mafalda, a voe krouet en ur mare ma ne oa ket kalz a awen all gant an tresour.
- Mafalda: ar benndudenn, ur plac'hig war-dro c'hwec'h vloaz eus Arc'hantina, gant ur sell politikel kreñv war ar bed hag a gasa ar soubenn.
- Mamá ("Mammig") (Raquel, 6 a viz Here 1964) ha Papá ("Tadig") (anv ebet, 29 a viz Gwengolo 1964): pried evel ar re all eo tud Mafalda, hep perzh ispisial bennak. Pismigat a ra Mafalda alies statud he mamm evel gwreg an ti; klask a ra he zad tremen hep respont da c'houlennoù Mafalda, daoust dezhañ bezañ a-du gant he sell aoniek eus ar skol. Paotr al liorzherezh eo-eñ.
- Felipe (19 a viz Genver 1965): un huñvreer anezhañ, aon bras en deus rak ar skol, daoust dezhañ bezañ an hini speredekañ ha koshañ er strollad. Stourmoù diabarzh en devez gant e goustiañs, e skiant eus ar giriegezh, hag e notoù dreist na blij ket dezhañ. Tornoziñ a ra atav, plijout a ra dezhañ c'hoari paotr ar vuoc'h ha lenn bannoù-treset.
- Manolito (Manuel Goreiro, Jr., 29 a viz Meurzh 1965): mab eo d'ur rener-stal eus Galiza, nec'het eo kentoc'h gant ar c'hoñvers hag an arc'hant eget traoù all. Taolennet e vez evel ur genaoueg, a-wezhioù n'eo ket gwir avat. Lemm eo e spered evit ar c'hoñvers evit gwir.
- Susanita (Susana Beatriz Clotilde Chirusi, 6 a viz Even 1965): ur plac'h friol gant penn-deñved a blij dezhi ar c'haozioù, mignonez wellañ Mafalda eo daoust da bep tra. Huñvreal a ra e vo ur vamm hag ur wreg pa vo deuet bras. Enebourien mik a zo anezhi ha Manolito. A-wezhioù e seblant taoler kehel war Felipe.
- Miguelito (Miguel Pitti, 1966): war-dro daou vloaz yaouankoc'h evit Felipe hag ur vloaz yaouankoc'h evit Mafalda hag ar re all, e berzh brasañ o vezañ e vlev e stumm ul letuz. Ur seurt penn-kleiz anezhañ, alies n'en devez ket c'hoant da gregiñ gant an tabutoù filozofel. Un diskennad eus enbroidi italian eo, ha plijout kalz a ra Benito Mussolini d'e dad-kozh.
- Guille (Guillermo, 1968): breur bihan Mafalda. Karout a ra ar soubenn, eñ ha Mafalda o deus ur vaot anvet Burocracia ('Bureverezh'). Ur spered ki en deus.
- Libertad (5 a viz C'hwevrer 1970): "Libertad" a zo un anv-badez spagnolek, a dalvez kement ha "Frankiz". Bihan eo an dudenn, ar pezh a ro tro da fentigelloù diwar-benn ment ar frankiz. An dudenn radikalañ eo, o vezañ eus an tu kleiz pelloc'h, muioc'h evit Mafalda.