[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Anv-pluenn

Eus Wikipedia

Un anv-pluenn eo an anv a gemer un den evit sinañ skridoù, evel Roparz Hemon a oa anv-pluenn Louis-Paul Nemo, pe George Sand a oa hini Aurore Dupin.

Pa vez implijet un anv-pluenn gant ur barzh eus Goursez Vreizh e lavarer a-wechoù e ra gant e anv-barzh. Met n'eo ket an holl skrivagnerien a zo barzhed, nag an holl varzhed ne lakaont ket o anv er C'hoursez.

Stank eo bet implijet an anvioù-pluenn gant ar skrivagnerien vrezhonek en XXvet kantved, ober diouzh skouer o diagentidi ne ra ken tud ar wikipedia vrezhonek.

Arabat droukveskañ anv-pluenn ha lesanv : gant un den e vez dibabet un anv-pluenn, hogen gant tud all e vez roet ul lesanv d'an den.

Kalz maouezed o deus dibabet anv ur gwaz da anv-pluenn evit ma vefe embannet o oberennoù, evel ar skrivagnerez skosat Isabella Fyvie Mayo (1843-1914), a sine Edward Garrett .

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]