José Ely de Miranda
Neuz
José Ely de Miranda (pell anavezetoc'h evel Zito), bet ganet d'an 8 a viz Eost 1932 e Roseira (São Paulo, Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian. Marvet eo d'ar 14 a viz Mezheven 2015.
Chomet e oa e vicher-pad (1952-1967) da c'hoari evit ar memes kleub : Santos.
C'hwec'h gwech ha daou-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1955 ha 1966 ha merket tri fal.
Kreizer e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Zito e tri dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an eil gwech. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Estadio Nacional de Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.