[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jacob Zuma

Eus Wikipedia
Jacob Zuma e 2010

Jacob Gedleyihlekisa Zuma (Nkandla, 12 a viz Ebrel 1942) zo ur politikour suafrikan, bet prezidant Republik Suafrika eus 2009 betek 2018.

Emezelañ a reas en ANC (African National Congress) e 1959 da 17 vloaz hag en Umkhonto we Sizwe, skourrad armet an ANC e 1962.
Harzet e voe e 1963 ha kondaonet da 10 vloaz toull-bac'h e ti-kastiz Robben Island m'edo Nelson Mandela ivez. Eno e teskas lenn ha skrivañ.
Divac'het e voe e 1973 ha mont a reas en harlu da Swaziland e 1975 ha da Vozambik e 1977. E 1984 ec'h eas da Lusaka (Zambia) m'edo penngarter an ANC. Pa voe lezennekaet an ANC e 1990 gant gouarnamant Frederik de Klerk e voe Jacob Zuma e-touez an harluidi kentañ o tistreiñ da Suafrika.
Prezidant ar vro e voe d'an 9 a viz Mae 2009, betek reiñ e zilez d'ar 14 a viz C'hwevrer 2018.