[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Izioum

Eus Wikipedia

Izioum (ukraineg : Ізюм ; rusianeg : Изюм), « rezin sec'h », zo ur gêr eus Oblast C'harkiv, en Ukraina, kreizenn velestradurel Raion Izioum. Bez e oa 44 979 annezad d'ar 1añ a viz Genver 2022.

Brezel an Donbas (2014–2022) hag Aloubadeg Ukraina

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izioum a oa bet un dachenn emgann gwech-ha-gwech e-kerzh ar Brezel etre Ukraina ha Rusia e 2014. E miz Ebrel 2014, nerzhioù disrannour rusian o devoa aloubet kêr Sloviansk, 50 km er su da Izioum. Nerzhioù lu Ukraina o devoa klasket skarzhañ an disrannourien ha talañ oute a-raok ma teufent dre Izioum. D'ar 15 a viz Even e oa bet taget kêr. D'an 19 a viz Even 2014 nerzhioù lu Ukraina o doa trec'het ur strollad stourm bras a zisrannerien e Yampil, 65 km er su da Izioum. Evel ul lodenn eus Seziz Sloviansk hag Emgann Kramatorsk, ar c'hêrioù a oa bet adkemeret gant Ukrainiz. Dre ma oa tost-tost Izioum ouzh al linennn talbenn, e oa bet implijet evit harpañ Sloviansk ha Kramatorsk betek ma kouezhfent.

Goude ma vefe bet adkemeret Izioum digant ar Rusianed e miz Gwengolo 2022, ofiserien polis lec'hel o devoa kavet ur vered gant 440 korf-marv d'an nebeutañ. Darn eus kêr a oa bet distrujet, e-tro 80% eus ar savadurioù. Hervez melestradurezh kêr hag Oblast C'harkiv, e-tro 1000 den zo marvet eno abaoe Aloubadeg Ukraina.

Lec'hienn ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.