[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Italia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Italianed)

Unaniezh Europa
Repubblica Italiana
Banniel Italia Skoed-ardamez Italia
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Fratelli d'Italia
Lec'hiadur Italia
Lec'hiadur Italia
Kêr-benn Roma
Yezh(où) ofisiel Italianeg, (alamaneg, galleg, ladineg), anavezet: albaneg, friouleg, gresianeg, katalaneg, kroateg, okitaneg, sloveneg, sardeg
Gouarnamant Republik parlamantel
 - Prezidant Sergio Mattarella
 - Kentañ ministr Giorgia Meloni
Gorread
 - Hollad 301 323 km²
Poblañs
 - istimadur 2005 58 462 375 ()
 - Stankter 194/km²
Moneiz Euro (EUR)
Gwerzhid-eur (UTC+1)
Kod kenrouedad .it

Italia zo ur stad e Kreisteizeuropa, hag enni Ledenez Italia hag ul lodenn eus aradennad an Alpoù. Ur riez eo, dezhi renad ur republik embannet e 1870 evit ar wech kentañ. Koulskoude e vez graet gant an anv Italia evit an ec'honenn-mañ abaoe daou vil bloaz. Italia a zo bet al lec'h m'eo bet staliet riez kozh Roma, an impalaeriezh divent a renas war gazi holl Europa ha darn eus Afrika hag Azia en Henamzer.

Roma eo kêr-benn republik Italia, hag hini ar Sez santel ivez (ar Vatikan a reer anezhañ peurliesañ) el lec'h m'emañ melestradurezh kreiz an Iliz katolik roman, ar pab (Frañsez hiziv) er penn anezhi. Ur riez dizalc'h eo war un tiriad strizh-kenañ e kalon ar gêr vras.

Ezel eus Unaniezh Europa (ezel diazezer), Kuzul Europa, ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (NATO) hag an ABU eo Republik Italia. E Roma eo bet sinet ar feur-emglev a stalias Kumuniezh Ekonomikel Europa, kentañ stumm Unaniezh Europa.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer roudoù kentañ eus ar ger ITALIA war ur pezh moneiz eus ar I kantved kt JK. E Corfinio, en Abruzzo, e voe adkavet ar pezh-se. Kêr-benn ar C’hevre Italek e oa Corfinium, zo deuet da vezañ Corfinio. Skoet e voe ar moneiz-se gant ar pobloù italek a voe o tispac'hañ a-enep Roma.

Emdreiñ a reas ar ger « Italia » e-pad an Henamzer. Evit ar C’hresianed, evit gwir, ne oa « Italos » nemet ur rouantelezh amezek.

Dont a ra ar ger-se, hervez tud zo, eus ur vojenn eus Bro-C’hres anavezet-mat : hini Daouzek trevell Herakles. Goude bezañ laeret "oc'hen Gêryốn", Herakles a gasas an dropellad war aodoù Itilia. Hag ur c'hole da dec'hel, ha kuit betek Sikilia. Hen adkavout a reas Herakles en enez, ha divizout envel ar vro-hont "Italia" (a zeu eus ar ger "italios" a dalveze “kole” en ur rannyezh c'hresianek »). Hervez ur vojenn c’hresian all avat e teufe ar ger-se eus “Ouitalia” pe “Ouitalos”, a dalveze kement ha "leue". Piv ’oar ?

Kartenn Italia

Rannvroioù ha proviñsoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Italia zo rannet etre 20 rannvro (15 rannvro gant ur stadud reizh ha 5 rannvro emren) hag e 109 froviñs.

Stêrioù ha lennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stêrioù pennañ Italia zo :

Lennoù pennañ Italia zo :

Istor berr-ha-berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh Istor Italia.

Italia a-raok hag e-pad Impalaeriezh Roma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Romulus ha Remus maget gant ar vleizez, gwengel diazez ar sevenadurezh roman, Mirdioù ar C'hapitol (Roma).

Ligured a oa bet o vevañ du-hont da mare an Neolitik. Meur a bobl a oa bet o vevañ war o lerc’h en Italia, a-raok ma voe krouet Impalaeriezh Roma. Indezeuropat e oa an darn vrasañ anezho. Ne oant ket avat ar pobloù nemeto o vevañ en Italia. Bez’ e oa ivez :

Da vare Republik Roma e oa bevennet norzh Italia gant Gallia Cisalpina, ha dispartiet e oa diouti gant ar stêr Aesis – da c’houde gant ar Rubicon hag ar Macra e -59. Da c’houde e voe staget Gallia Cisalpina ouzh Italia, a oa bevennet a-benn neuze gant an Alpoù. Trofe an Alpoù, Trofeo delle Alpi en italianeg, a oa anezhañ ur merk a dalveze da vevenniñ ar vro met dilec'hiet e voe diwezhatoc'h. Gant Roma e voe roet ar geodedouriezh roman d'an holl Italianed neuze. Da c'houde e voe roet ar geodedouriezh roman d’an holl dud a oa chom en Impalaeriezh (skrid-embann Caracalla, 211-212).

War-du an Unaniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar XIVvet kantved d’an XVIIIvet kantved e voe an Azginivelezh en Italia, gant arzourien evel Michelangelo, Raffaello, pe gant skiantourien evel Galileo a lakaas ar skiant da c’henel en-dro en Italia da gentañ hag en Europa a-bezh da c’houde. Da vare Leonardo da Vinci e voe meur a briñselezh (dugelezhioù, keodedoù-stadoù…) en Italia. Priñsed Italia a aoze o lezioù diouzh o doare dezho o-unan hag alies-tre e save brezelioù gwadek etre an eil hag egile, pe etezero ha broioù estren, en o zouez Frañs ha Spagn (Brezelioù Italia]]. Abalamour d'ar brezelioù niverus a voe er XVIvet kantved hag abalamour d'an teknikoù kozh-bras a veze implijet e gennad al labour-douar e c'haller displegañ evit darn perak ez eas priñselezhioù Italia war an diskar eus ar XVIvet kantved d’an XIXvet kantved. Gant ar brezeliadennoù da vare Napoleon Bonaparte e voe lakaet an traoù da cheñch. Tamm-ha-tamm e voe krouet ar Rouantelezh. Vittorio Emanuele II, roue Sardegna, eo a roas lañs da grouidigezh Rouantelezh Italia. E 1870 e voe staget Roma ouzh ar rouantelezh ha lakaet e voe Roma da gêr-benn unanet.

D’an hevelep mare ez eas gennad ar greantelezh kalz war-raok. Liammet e oa kement-se gant an arc'hant bras a veze gounezet el labour-douar a voe nevesaet e blaenenn ar Po ha gant an arc’hant bras dastumet gant an embregerezhioù dourdredanel a yae en-dro en Alpoù. Gwelet e veze kement-se en « Tric’horn Aour » dreist-holl, da lavaret tro-dro da Dorino, Milano ha Genova. Er Su, er c’hontrol, e oa labourerien-douar dreist-holl ha gounit a raent hogozik evel ma veze graet er Grennamzer. Dalc’het e veze stalioù labour-douar bras gant ar berc’henned na vezent ket kalz o labourat ha na glaskent ket mont war-raok kennebeut, ar vichererien labour-douar a veze izel a-walc'h o goproù. « Microfundiaoù », anezho atantoù bihan-bihan, ma ne oa ket tu da vagañ an holl vugale diwar ar pezh a veze produet enno. Evel-se e c’haller displegañ an diforc’hioù a oa etre an Norzh hag ar Su ha perak e oa aet kement-se ar mafia war-raok ha perak e voe kement a dud o tivroañ war-du broioù Europa ma veze diorroet kalz gennad ar greantelezh hag ar Stadoù-Unanet.

Adalek deroù an XXvet kantved betek dibenn an Eil brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar Brezel-bed kentañ, 1914-1918 : Daoust ma oa ezel eus an Aliañs tridoupl e chomas neptu Italia e deroù ar brezel. Ne emezelas ouzh an Emglev Tridoupl nemet e 1915. E 1918 e voe kemmet harzoù, ar pezh a oa bet un dra vat Italia. Koulskoude, ne voe ket roet da Italia an holl diriadoù a oa bet goulennet ganti (dreist-holl gant luskad ar vroadelourien italian bet krouet e 1877 a c'houlenne adperc'hennañ tiriadoù zo bet staget ouzh broioù estren zo). Abalamour da se, da lavaret eo an "trec'h mac'hagnet", e voe degaset trubuilhoù er vro gant ar vroadelourien. Rak-se e krogas Mussolini da gaout pouez er vro.
  • Benito Mussolini : adalek 1919 betek 1922 e voe Italia en ur blegenn ziaes abalamour da gudennoù sokial, armerzhel ha politikel. Klask a reas Benito Mussolini hag ar Faskourien tennañ korvo eus se dre derriñ taer a-walc’h an harzoù-labour hag ar sindikadoù hag e-se e voe anavezet ha gwelet mat gant ar metoù sindikadel hag ar batromed (Confindustria ha Confagricoltura). Implijet en doa skouadronoù (strolladoùigoù) evit se. Seurtoù milisoù e oa ar skouadroù-se a oa arditi vroadelour enno evit darn, da lavaret eo soudarded bet oc’h ober begenn arme Italia hag oa bet disoudardet e 1918. Rochedoù du a veze gwisket ganto, ar pezh a zeuas da vezañ unan eus arouezioù ar faskouriezh. Goude bezañ kerzhet war-du Roma e miz Here 1922 e voe fiziet gouarnamant Italia ennañ gant roue Italia, Vittorio Emanuele III. Evel-se e krogas Mussolini da astenn tamm-ha-tamm e reizhiad faksour en Italia a-bezh. Da c’houde e kevredas arme Italia gant an Nazied hag e-se e krogas da vrezeliañ asambles gant nerzhioù an Ahel. C’hoant en doa Mussolini da adsevel an Impalaeriezh Roman met kouezañ a reas buan e veudig en e zorn rak ne oa ket lusket arme Italia kement-se gant ar c’hoant brezeliañ ha meur a wech e troas an traoù da fall evitañ e Gres, e Frañs, en Albania, en Yougoslavia, e Libia hag en Etiopia.
  • D'an 10 a viz Gouere 1943 e tilestras ar Gevredidi e Sikilia (oberiadenn Husky) a-raok mont tre e Su Italia. Neuze e voe diskaret Mussolini ha war-lerc’h e voe tapet da brizoniad war urzh ar roue. D’an 12 a viz Gwengolo 1943 e voe dieubet an diktatour gant ur strollad soudarded alaman. Tra ma oa bet arme Alamagn oc'h aloubiñ Italia e savas Mussolini ur "Republik sokial italian" dindan urzh Hitler. Sinañ a reas ar marichal Badoglio kodianidigezh Italia d’an 3 a viz Gwengolo 1943 ha kenderc’hel a reas Italia da vrezeliañ asambles gant ar Gevredidi. Mussolini, hag eñ o tec’hel kuit war-du Suis, a voe lakaet d’ar marv (skourret e voe war-lerc'h) gant ar bartizaned komunour d’an 28 a viz Mezheven 1945.
  • E miz Mezheven 1946 e voe savet ur referendom hag e-se e voe kaset rouantelezh Italia da netra ha krouet e voe Republik Italia. Ne voe ket ken bras-se an diforc'h etre ar mouezhioù a-du hag ar mouezhioù a-enep er referendom-se.

Eil lodenn an XXvet kantved ha deroù an XXIvet kantved – Mare kempred

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sergio Mattarella, prezidant Republik Italia.
Mario Draghi, Prezidant Kuzul Ministred Italia.

Neuze e teu Italia da vezañ ur renad demokratel, lusket dreist-holl gant an Demokratelezh kristen ha gant strolladoù laik enepfaskour. Petra bennak ma veze ingal cheñchamantoù er ministrerezhioù e oa bet anavezet Italia gant ar broioù all, e teuas da vezañ unan eus ar broioù kentañ eus Unaniezh Europa ha diorroet e vez hec’h armerzh evel ma ne oa bet graet morse a-raok (ar « Burzhud »). Tamm-ha-tamm e veze kreñvaet Strollad komunour Italia, ur strollad habask a-walc’h anezhañ. Gant-se ne oa ket bet kalz a cheñchamantoù bras e buhez politikel ar vro evit a sell an dilennadegoù betek 1976, da lavaret eo betek an « treuzemglev istorel » hag ivez betek ar « bloavezhioù plom », merket gant ar sponterezh a veze lusket ken gant tud a-du gant an tu dehou pellañ ken gant tud a-du gant an tu kleiz pellañ. Tamm-ha-tamm e oa bet lezet gant an Demokratelezh kristen ul lodenn eus ar galloud da strolladoù politikel gwanoc'h evel ar Strollad republikan Italian pe ar Strollad Sokialour Italian. Ur strollad politikel a bouez e oa chomet memes tra. Adreizhoù sokial bras a oa bet degemeret dre referendom (an dizimeziñ, an diforc’hiñ diwar vugale) pe lezennoù zo bet mouezhiet (« Psicatria democratica ». Breinet e oa bet metoù an aferioù meur a wech gant an arc’hant, setu perak eo bet an oberiadenn varnerezhel a veze anvet « Mani pulite » (Daouarn naet). Goude se e oa bet adaozet bed ar politikerezh a-vras hag e-se e oa bet kaset an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel da netra pe e oa bet kemmet o durc’hadur, ar pezh a oa bet kreñvaet gant ar referendom e 1993 hag ivez gant ar Mataarellum a zo bet degemeret e 1994 (ur reizhiad dilenn kemmesk). Gant-se e voe lakaet diaes-tre buhez politikel Silvio Berlusconi. Buan-tre e oa bet lezet a-gostez gant ar strolladoù politikel turmudus evel ar strollad estrengas Kevre an Norzh. Dont a reas Silvio Berlusconi er galloud en-dro e 2001 pa oa bet trec’h da-geñver an dilennadeg. Ne oa ket deuet a-benn an « tu kreiz kleiz », bet dilennet etre e zaou respet, da gas da benn un adreizh [[Bonreizh Italia|bonreizhel a bouez. Gouarnamant Silvio Berlusconi II a oa bet gouarnamant kentañ Italia o ren ken pell ar republik-se a-hed-se, daoust ma’z eus bet un enkadenn bolitikel, armerzhel hag onestiz evel ma ne oa ket bet a-raok.

Adalek ar 6 betek an 10 a viz Du 2002 e oa bet dalc’het kentañ Forom sokial Europa e Firenze, da-heul stourmadennoù taer an S8 e Genova.

E 2006 e oa ar maout gant an tu kleiz, kaset en-dro gant Romano Prodi en Dilennadegoù kannad 2006. E miz Eost 2006 en doa goulennet Ehud Olmert digant Romano Prodi lakaat Italia da gemer penn ar Finul a oa "kreñvaet" goude ar brezel etre Israel ha Liban e 2006, ar pezh a vo graet e miz C’hwrever 2007.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Republik kentañ Italia a oa bet diazezet gant Bonreizh Italia e 1947. Dispartiet e oa bet galloudoù ar Gouarnamant, ar Parlamant hag ar Justis ha krouet e oa bet div gambr :

Dilennet e vez ar Parlamant gant ar mouezhiañ hollek eeun hervez aozioù damheñvel. Kemmet e oa bet lezenn an dilennadegoù un tamm, da-heul ur referendom e 1993 a oa bet aozet evit lakaat war-sav ur mouezhiañ muiañ-niverel (75 %) evit ma vije stabil ar gouarnamantoù, ar pezh ne oant ket e deroù ar Republik abalamour ma oa re a strolladoù politikel hag abalamour ma ne oa ket tu d’ar strolladoù politikel pebeilañ. Kemmet e oa bet en-dro e dibenn 2005 evit lakaat war-sav ur mouezhiañ kenfeurel eus listennoù bloc’het evit ma ne vije ket bet koll Ti ar Frankizoù, ar pezh a oad o c’hortoz moarvat. E penn ar gouarnamant emañ Prezidant ar C’huzul, « primus inter pares ». Prezidant ar Republik eo Penn ar Stad. Galloudoù bevennet en deus ha dilennet eo e-pad seizh vloaz gant an div gambr bodet (hag ivez gant dileuridi evit ar rannvroioù).

E dibenn 2005 e oa bet degemeret adreizh ar Vonreizh gant ar Parlamant. Diwar an adreizh-se e tlefe bezañ krouet un « 3e Republik » hag an tiriadoù a zlefe bezañ aozet evel ur c'hevread. Galloudoù astennet-mat a zlefe bezañ roet d’ar Ministr kentañ (anv roet da Benn ar Gouarnamant). A-hend-all ne vefe nemet 530 kannad (-100) e Kambr ar Gannaded ha 265 senedour (-50) e Sened ar Republik. Gant ar mouezhiañ dieeun e tlefe ar senedourien bezañ dilennet. An adreizh-se a oa da vezañ kadarnaet dre referemdom e-pad semestr kentañ 2006.

Ar gouarnamant kent (kreizenn-dehou), lesanvet Ti ar Frankizoù (Casa delle Libertà), a oa bet savet diwar emglev gant meur a strollad : Forza Italia (= Nerzh Italia koulz ha War-raok Italia !), zo bet krouet gant Silvio Berlusconi, ar strollad Aliañs broadel, ur strollad tost eus ar strollad kozh Luskad Sokial Italia, demokrated-kristenien eus an tu-dehou, bodet er strollad UDC hag ar strollad Kevre an Norzh. D'ar 15 a viz Ebrel 2005 e oa bet kuitaet gouarnamant Berlusconi gant ar strolladoù UDC hag ar strollad Strollad Sokialour Italia Nevez, en ur reiñ lizhiri-dilez o ministred, Ar pezh a oa bet pennkaoz buan d’un enkadenn er gouarnamant. Roet en doa Berlusconi e zilez d’an 20 a viz Ebrel 2005 ha karget e oa bet da stummañ ur gouarnamant nevez ha touet en doa le d’an 23 a viz Ebrel. Ne oa ket bet degaset kalz a cheñchamañtoù-se er gouarnamant hag an daou strollad o doa roet o dilez zo distroet izili ennañ. Ur ministrerezh hepken, hep ministr en e benn, a oa bet krouet ha karget e oa bet da blediñ gant diorren Mezzogiorno.

Romano Prodi en doa gounezet dilennadeg kannad an 9 ha 10 a viz Ebrel 2006. Anvet e oa bet neuze da Brezidant Kuzul ar Vinistred, gant Giorgio Napolitano, bet dilennet da Brezidant ar Republik d’an 10 a viz Mae 2006.
Gant strolladoù politikel disheñvel eo bet kompozet kenunaniezh en deus votet ar fiziañs d'ar gouarnamant. Prodi, penn ur strolladig kreizenn-gleiz, en deus bodet en Unione sokialourien, ekologiezhourien, komunourien (deuet da vezañ sokial-ha-demokrat) hag en deus resevet un harp eus an diavezh digant Addiazez komunour (Rifondazione communista). Tapet en deus ur muiañniver ledan e Kambr ar Gannaded, met bez ez oa 158 diwar senatourien a zo bet aet da harpañ e gostezenn.
D'an 21 a viz C'hwevrer 2007, goude ur votadenn gontrol dezhañ digant daou senedour en deus disklêriet Prodi e vefe ret d'ar gouarnamant bezañ divodet, met nac'het eo bet gant Prezidant ar Republik ha votet eo bet ar fiziañs fgant ar Sened en dro.

Poblañsouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur poblañs Italia etre 1961 ha 2003 (sifroù gant FAO, 2005). Niver a dud e miliadoù.

Italia zo ezel eus an S8 (S8 : an eizh bro c’hreantelaetoc’h er bed) hag ar c’hwec’hvet Stad armerzhel eus ar bed ivez. Rannvroioù an norzh, Lombardia en o zouez, o deus unan eus PDKoù (produadur diabarzh kriz) dre annezad an uhelañ eus Unaniezh Europa (29 140 dolar/annezad e 2004). Ken uhel pe dost ouzh PDK Île de France pe hini rannvro Londrez. En enep ez eus dale gant rannvroioù ar c’hreisteiz evit a sell diorren an armerzh e-keñver rannvroioù an norzh.

Italia zo ur vro c’hreantelaet liesseurt hec’h armerzh, zo he froduadur diabarzh kriz, hollek pe dre zen, ken uhel ha hini Frañs pe Breizh-Veur.

An diarbennoù evel sevel nebeutoc’h a dailhoù ret, heblekaat war un dro marc'had al labour evit ma vefe bresk aozioù labour an implijidi hag ar reolennoù evit an implijerien, adreizhañ reizhiad koustus ar retredoù hag e-se digreskiñ al leveoù, ne vezont ket kaset kalz war-raok abalamour ma ne endro ket an armerzh evel a vennfe an Italianed hag abalamour ma n'emañ ket ar sindikadoù a-du gant se.

Gwelet Roll kazetennoù Italia.

Ar Rai (Radiotelevisione Italiana) eo anv ar servij publik kleweled en Italia[1]. Ennañ e kaver meur a chadenn skinwel, en o zouez Rai Uno, Rai Due, Rai Tre ha Rai Sat, hag ivez savlec'hioù skingomz evel Radio Uno, Radio Due ha Radio Tre.

Gouelioù ha deizioù gouel
Deiziad Anv brezhonek Anv italianek Evezhiadennoù
1 Genver Kalanna Capodanno
6 a viz Genver Sul ar Rouaned Epifania (pop. Befana)
"Etre an 22 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel Pask Pasqua
"Etre an 23 a viz Meurzh hag ar 26 a viz Ebrel Lun Fask Lunedì dell'Angelo (anv poblek Pasquetta)
25 a viz Ebrel Dieubidigezh Liberazione 1945
1 Mae Gouel al Labour Festa dei lavoratori
2 a viz Mezheven Gouel ar Republik Festa della Repubblica 1946
15 a viz Eost Gouel Maria Hanter-Eost Assunzione (pop. Ferragosto)
1 Du Gouel an Hollsent Tutti i Santi ou Ognissanti
8 a viz Kerzu Ar Werc'hez Vari krouet dinamm Immacolata Concezione
25 a viz Kerzu Nedeleg Natale
26 a viz Kerzu Sant Stefan Santo Stefano

Spisaet eo bet gouelioù ar relijion gatolik gant un dekred e 1985, da-heul emglev ar c'honkordad (mellad 6) a oa bet kensinet e Roma d'an 18 viz C'hwevrer 1984 gant renerien Republik Italia ha re ar Sez Santel (Vatikan) hag a oa bet peurwiriekaet gant al lezenn niv. 121 eus ar 25 a viz Meurzh 1985 :

  • Bep Sul ;
  • d’ar 1 Genver, Maria Santissima Madre di Dio (Santez Varia, mamm Doue) ;
  • d’ar 6 a viz Genver, Epifania del Signore (Épiphanie du Seigneur) ;
  • d’ar 15 a viz Eost, Assunzione della Beata Vergine Maria (Gouel Itron Varia hanter Eost) ;
  • d’ar 1 Du, tutti i Santi (an Hollsent) ;
  • d’an 8 a viz Kerzu, Immacolata Concezione della Beata Vergine Maria (Gouel Maria krouet-dinamm) ;
  • d’ar 25 a viz Kerzu, Natale del Signore (Nedeleg an Aotrou) ;
  • d’an 29 a viz Mezheven, SS. Pietro e Paolo (Sent Pêr ha Paol), evit kumun Roma.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. http://www.rai.it/ (it) Lec'hienn Rai Radiotelevisione Italiana.



Banniel Italia Rannvroioù Italia Banniel Italia
Abruz | Basilicata | Calabria | Campania | Emilia-Romagna | Friuli-Venezia Giulia | Lazio | Liguria | Lombardia

Marche | Molise | Piemonte | Puglia | Sardigna | Sikilia | Toskana | Trentino-Alto Adige | Umbria | Traoñienn Aosta | Veneto