Moneiz
Moneiz, en e ster hollek, a dalv arc'hant, e pezhioù hag e bilhedoù peurliesañ.
Moneiz a c'hall bezañ resisoc'h ha daveiñ d'unan eus ar binvioù arc'hant a zo anezho. Anv zo eus un unanenn arc'hant d'ar mare-se. Lies eo moneizoù ar bed dre o stummoù hag o zachennadoù.
Mon lezennel ar moneizoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da aesaat ar c'henwerzh etrebroadel etre an takadoù moneizel e vez implijet feurioù eskemm, da lavaret eo ar prizioù a c'haller eskemm ar moneizoù an eil ouzh egile. Komz a reer eus mon ar moneiz. Lod eus ar moneizoù n'o deus ket mon ken, evel ar Pengő pe c'hoazh Franc Aljeria. Mon ur moneiz a c'hall bezañ ret pe frank.
Pep stad en deus e voneiz dezhañ. Ret eo avat menegiñ stadoù-izili Unaniezh Europa o deus lezet kontrol ar politikerezh moneizel da [[Bank Kreiz Europa]|Vank Kreiz Europa]. Ar moneizoù all a vez roet o mon gant pep e Vank kreiz pe Ministrerezh an Arc'hant. Embreger a reont ar re-mañ ur monopol war ar produiñ hag ar skignañ. Emren pe emrenoc'h a c'hall bezañ ur Bank kreiz diouzh ar gouarnamant en deus krouet anezhañ.
Moneizoù a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E touez ar moneizoù brudetañ e kaver an dollar US, moneiz Stadoù-Unanet Amerika, moneiz galloudusañ ar bed. Ur moneiz pouezus kenañ all e armerzh ar bed zo an euro, moneizh Unaniezh Europa. Moneizoù all a c'hall bezañ meneget : ar yen, moneiz Japan, hag al lur sterling, moneiz ar Rouantelezh Unanet.
Ar memes ger a c'hall bezañ implijet gant meur a stad, da skouer an dollar pe an dinar. Bez zo ivez stadoù hag a implij ar memes moneiz, da skouer Takad an Euro. Gallout a ra ur stad divizout implij moneiz ur stad all : war dachennadoù Panama hag El Salvador e vez reizhus an US Dollar.
Pep moneiz en devez ur moneiz-rannañ, a dalv 1/100 ar moneiz-pennañ : 100 cent = 1 dollar, 100 cent pe santim = 1 euro, 100 penny = 1 lur sterling. Unanennoù a 1/10 pe a 1/1000 a zo anezho ivez. Nebeud broioù evel Maoritania, Madagaskar ha Ginea a chom en diavaez diouzh ar sistem a-zegoù.
Nomenkladur ar moneizoù a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kodet eo bep moneiz gant tri lizher, ar reolad ISO 4217 an hini eo : an daou gentañ a zaved d'e stad hag an hini diwezhañ d'e lizherenn-dal. Gant se eo an dollar amerikan hag an dollar c'hanadian kodet USD (US=United States, D=dollar) ha CAD (CA=Canada), al lur breizhveurat GBP (GB=Great Britain, P=pound). Un direolder eo an euro kodet EUR peogwir ez eus meur a stad ennañ.
Arouezioù moneiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diamrezet int aet da vezañ ablamour d'ar reolad ISO 4217. Un nebeud arouezioù a vezer graet ganto koulskoude :
- $ - an Dollar
- ¥ - ar Yen e Japan
- € - an Euro, moneiz Unaniezh armerzhel Europa
- £ - al Lur sterling (pound), moneiz ar Rouantelezh Unanet
Stummoù moneizoù en istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An trokerezh a oa ur seurt eskemm hep moneiz, pe gant ar madoù o-unan e plas ar moneiz. Simplik a-walc'h e oa ar seurt kenwerzh. Da luziata an eskemmoù hag an talvoudegezhioù e voe implijet ur moneiz, pe stumm bennak e vefe, evit dont a-benn da gerwerzhañ muioc'h ha gwelloc'h.
Forzh petra a c'hall bezañ ur moneiz evit gwir. Estreget ar metal prizius (aour, arc'hant, kouevr...) e voe implijet kalz dafarennoù all evel moneiz en istor :
- troc'hadoù maen toullet, en inizi Yap, c'hoazh implijet hiziv an deiz
- en uheldirioù Ginea-Nevez e veze implijet istr : ar re "gKina", hanterloar o stumm, livet a-wechoù. Tennañ a ra ar vro he anv deuzhouto. Skeudennet int war bilhedoù bank ar vro.
- dilhadoù
- mouchoueroù
- gwalennoù
- dent loened : dent chas, dent koleoù-mor, dent c'hwezhered braz, dent delfined, dent moc'h, dent wapitied
- pluñv
- feurioù avanked
- ed
- troioù-gouzoug kregin
- pempilhoù lostoù olifanted
- butun, e Virginia
- brik te, e Sina
- kregin kauris (pe kaori?) e Sina eus 1100 a-raok JK da 1578 goude JK. Skignet eo bet en India, er Meurvor Habask, er Maldivez, marc'hadourien arab en deus kaset anezho betek Afrika.
- holen
- pesked sec'het, en Island
- alamandez, e Indez
- fav kakao, e Spagn Nevez
- sigaret en arme hag er c'hampoù prizonidi brezel
Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- moneizoniezh, studi ar moneizhoù hag ar medalennoù
- feur eskemm
- marc'had an eskemmoù
- takad moneizel
- Font Moneizel Etrebroadel (FME)