Giorgio Napolitano
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Italia |
Anv e yezh-vamm an den | Giorgio Napolitano |
Anv-bihan | Giorgio |
Anv-familh | Napolitano |
Deiziad ganedigezh | 29 Mez 1925 |
Lec'h ganedigezh | Napoli |
Deiziad ar marv | 22 Gwe 2023 |
Lec'h ar marv | Roma |
Deiziad douarañ pe deviñ | 26 Gwe 2023 |
Lec'h douaridigezh | Protestant Cemetery, Rome |
Pried | Clio Bittoni |
Bugel | Giulio Napolitano |
Yezh vamm | italianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Yezh implijet dre skrid | italianeg |
Micher | politiker, kazetenner |
Tachenn labour | Politikerezh, kazetennerezh |
Bet war ar studi e | University of Naples Federico II, L.Clas.Umberto I-Napoli- |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel, Roma |
Strollad politikel | Democrats of the Left, Italian Communist Party, Democratic Party of the Left, independent politician |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2006 Italian presidential election, 2013 Italian presidential election |
Relijion | irreligion |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Ezel eus | Accademia della Crusca |
Roll elfennoù | Q88821414 |
Giorgio Napolitano (Napoli, 29 a viz Mezheven 1925 – Roma, 22 a viz Gwengolo 2023 a oa ur politiker italian.
Dilennet e voe da gannad e 1953 evit ar wech kentañ, en anv Strollad Komunour Italia da neuze, hag addilennet e voe meur a wech.
Etre 1969 ha 1975, e pledas gant ar sevenadur dreist-holl, en e strollad. En amzer-se e savas, asambles gant Eric Hobsbawm, al levr Intervista sul PCI (embannet e 1975) hag a reas berzh bras er vro hag a voe troet e meur a yezh.
Eus 1989 betek 1992 e oa kannad e Parlamant Europa, ha goude-se e voe dilennet e penn Kambr an Deputeed en Italia. E 1996 e oa ministr an Diabarzh e gouarnamant Romano Prodi. Dont a reas da vezañ kannad en-dro, er strollad Partito Democratico della Sinistra da gentañ ha Democratici di Sinistra goude, anezho strolladoù nevez savet diwar ar strollad komunour kozh. D'an 23 a viz Gwengolo 2005 e voe anvet da senedour.
Dilennet e voe da Brezidant ar Republik d'an 10 a viz Mae 2006, ha stagañ a reas gant e bost nevez d'ar 15 a viz Mae. E 2013, ha pa ne zeued ket a-benn da zilenn ur prezidant nevez, ha war c'houlenn meur a strollad, ar Partito Democratico, Il Popolo della Libertà ha Scelta Civica, ez eas war ar renk en-dro hag addilennet e voe da brezidant. Lezet en doa e blas gant Sergio Mattarella e miz C'hwevrer 2015.
Kentañ Ministred anvet gant Giorgio Napolitano
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Romano Prodi, 17 a viz Mae 2006
- Silvio Berlusconi, 8 a viz Mae 2008
- Mario Monti, 16 a viz Du 2011
- Enrico Letta, 28 a viz Ebrel 2013
- Matteo Renzi, 22 a viz C'hwevrer 2014