[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

George Soros

Eus Wikipedia
George Soros
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Hungaria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGeorge Soros Kemmañ
Anv ganedigezhSchwartz György Kemmañ
Anv-bihanGeorge Kemmañ
Anv-familhSoros Kemmañ
Anv e kanaジョージ・ソロス Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Eos 1930 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBudapest Kemmañ
TadTivadar Soros Kemmañ
MammElizabeth Soros Kemmañ
Breur pe c'hoarPaul Soros, Daisy Soros Kemmañ
PriedTamiko Bolton Kemmañ
BugelAlexander Soros, Gregory Soros, Jonathan Soros, Robert Soros, Andrea Soros Kemmañ
Yezh vammhungareg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetesperanteg, saozneg, hungareg Kemmañ
Kondaonet evitinsider trading Kemmañ
ImplijerOpen Society Foundations, Soros Fund Management, Kaupthing Singer & Friedlander Kemmañ
Bet war ar studi eLondon School of Economics and Political Science Kemmañ
Bet studier daKarl Popper, Harold Laski Kemmañ
Lec'h annezBudapest, Bro-Saoz, New York Kemmañ
Lec'h labourRouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Kemmañ
Floruit2013 Kemmañ
Emezelet ouzhSoros Fund Management Kemmañ
Affiliation stringSoros Fund Management LLC, Soros Fund Management Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Strollad etnekAchkenazed Kemmañ
Statud sokialbillionaire Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Ezel eusNational Academy of Sciences of Ukraine, American Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Perc'henn warTorre Mayor Kemmañ
Prizioù resevetPushkin Medal Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.georgesoros.com Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadSoros Foundation–Hungary Records Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
George Soros e-pad emvod ar World Economic Forum e Davos e 2010

George Soros, bet ganet Schwartz György d'an 12 a viz Eost 1930 e Budapest (Hungaria), a zo ur c'hellidour stadunanat pinvidik-mor a orin hungariat. E miz C'hwevrer 2018 e oa istimet da 8 bilion $ e binvidigezh. Roet en deus un 32 bilion $ da obererezhioù ar mat dre e aozadur Open Society Foundations.

Deuet brudet eo gant e obererezhiou a drafikerez war ar « paper arc'hant » (devise) hag ar c'hevrannou (actions). Merket en deus istor talvoudou ar yalc'hadou an talvoudou hag ivez evit e madoberereziou filantropek. Unan eus diazezourien an hedge funds eo, digouezhet er bloaveziou 70, hag a zo disheñvel deus ar glogoren arc'hantiñ japanad. Prezidant eo bremañ deus Soros Fund Managment, diazezet e New York, hag a vere e 2012,ouzhpenn 25 milliard a $ evitañ, e famill hag e (fondations). Krouet en deus an Open Society Institute, deuet da vezañ Open Society Foundations.

En e yaouankiz Soros, ganet György Schwartz, a zo mab ar skrivagner esperanteg Tivadar Soros, gant an oberenn Maskerado ĉirkaŭ la morto, bet skrivet da gentañ en esperanteg hag a zanevelj e istor e-kerzh an dalc'hidigezh alaman e Budapest. Troet eo bet e meur a yezh (saozneg, rusianeg, alamaneg, hungareg ha turkeg). Neoazh Georg hag e vreur Paul ne hañvalont ket bezañ esperantegerien a vihanig, obererezh ebet n'o deus graet war an danvez se. Ganet eo en Hungaria. Pa oa trizek vloaz e voe aloubet Hungaria gant an Alamagn nazi, e miz meurzh 1944. Daoust d'e familh bout Yuzevien e tec'h kuit deus an hengaserezh dre chans, gwarezadur un implijiad ar vaodiernerez ha lak anezhañ da dremen evit e filhor. Bevañ ra en Hungaria betek 1946, kent tec'hout d'an dalc'herez soviedel e-skeud 'n em gavout er c'hendalc'h esperantek.

D'ar Rouantelezh Unanet e tivro e 1947, ma stag gant studiou armerzhel el London School of Economics. Tapout a ra ur vachelor e skiantou e 1951 hag ur PhD a brederouriez en 1954. Kregiñ ra da labourat, ar memes bloaz, en un ti courtage deus ar City Londoniad, krouet gant daou genlabourer Hungariad. Ouzhpenn da se e ra micheriou bihan evel mestr gouronkañ, gwerzer profou envoriñ, douger malizennou. Mont ra d'ar Stadou Unanet e 1956 evit hevezañ gounid awalc'h a arc'hant e Wall Street evit bout skrivagner ha prederour. Labourat a ra, evel dielfenour e meur a meur a gevredigez arc'hantel bihan : F.M. Mayer and co Wertheim and co puis Arnold and S. Bleichroeder. E ti Arnold and S. Bleichroeder eo dielfenour hag e ver evit ar wech kentañ ur sammad postadurez tredeogel war an danveziou diazezel. E 1969 e krou e c'hentañ ...