[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Elias Canetti

Eus Wikipedia
Elias Canetti

Elias Canetti, ganet e Rouse, e Bulgaria, d'ar 25 a viz Gouere 1905 ha marvet d'ar 14 a viz Eost 1994 e Zürich (Suis), a oa ur skrivagner alamanek tapet priz Nobel al lennegezh gantañ e 1981.

E dad e oa Jacques Canetti, ha Mathilde Arditti e oa anv e vamm, hag Elias e oa an henañ eus o zri mab. O hendadoù a oa Yuzevien kaset kuit eus Spagn e 1492. Deuet e oa tiegezh e dad da Rouse eus kêr Adrianople en Impalaeriezh otoman. Dont a ra o anv eus Cañete, diwar anv Cañete, Cuenca, e proviñs Cuenca, e Spagn.

Ganet eo e kêr Rouse, e Bulgaria, war lez ar stêr Donav.

A-hed e vuhez e foetas bro, dre gaer pe dre heg, hag e tremenas dre Manchester, Lausanne, Vienna, Londrez… Keodedad bulgariat e oa er penn-kentañ, ha goude-se breizhveuriat adalek 1952.

Skrivañ a rae en alamaneg. E-touez e oberennoù ez eus pezhioù-c'hoari, arnodskridoù, romantoù (Die Blendung troet e saozneg hag e galleg dindan an titl Auto-da-fé).

Bet en deus priz Nobel al lennegezh e 1981.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.