[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Donbas

Eus Wikipedia
An Donbas hiziv an deiz

Donbas (ukraineg : Донба́с [donˈbɑs] ; rusianeg : Донба́сс [dɐnˈbas]) zo ur rannvro istorel, sevenadurel hag ekonomikel e reter Ukraina. Ur ger-malizenn eo, diwar Donets Basin, ur berradur eus Diaz Glaou an Donetsk (ukraineg : Донецький вугільний басейн, romanizet : Donetskyi vuhilnyi basein; rusianeg : Донецкий угольный бассейн, romanizet : Donetskii ugolnyi bassein), a denn e anv diwar ar stêr Donetsk.

Goude ma cheñch bevennoù ar rannvro diouzh an dud hag ar mare e lavarer hiziv emañ en daou Oblast Louhansk ha Donetsk. Kêrioù brasañ ar rannvro zo Donetsk, Louhansk ha Marioupol.

Abaoe 2014 emañ kontrollet ul lodenn eus an Donbas gant daou c'houarnamant disrannour, Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk, sikouret gant Rusia, goude darvoudoù ar memes bloaz ma oa bet kaset prezidant pro-rusian kuit eus ar vro. E 2022 he doa klasket Rusia aloubiñ ar peurrest eus an Donbas, asambles gant tiriadoù ukrainat all.