[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dilhad

Eus Wikipedia
Doareoù dilhad betek 1500

Ur pezh dilhad, pe ur gwisk, zo ur pezh gwiad (pe un danvez moan all) a vez lakaet war ar c'horf, pe en-dro dezhañ, da c'holeiñ un darn anezhañ.
Ur gwiskamant zo ur pezh dilhad peurvuiañ, hag an holl bezhioù dilhad gwisket war ar c'horf a-wechoù.

A bep seurt dilhad zo:

Sellet ouzh ar pennad ledanoc'h : Istor an dilhad

En amzerioù koshañ e teue an dilhad eus ezhommoù an dud d'en em wiskañ en un doare simpl ha pleustrek. Pelloc'h e teuas levezon ar c'hiz, ken e vez dibabet gwiskañ dilhad pe zilhad evit abegoù sokial.
War a seblant e voe implijet kreoñv loened, da gentañ, evit en em wareziñ diouzh an amzer, fall pe vrav. Goude int bet aozet evit aesaat an oberezhioù boutin ha divoutin. Abretoc'h eo deuet aozadur an dilhad un doare evit en em stipañ (en em fichañ brav) ha seul vuioc'h ma vez tro da stagañ bragerizoù warno.
Hervez an oberezhioù ez eus bet fardet dilhad arbennik : dilhad-brezel, dilhad-labour, dilhad-lid, dilhad-sport, etc...
En Europa e oa bet emdroadurioù stankoc'h adalek ar XIVvet kantved pa oa kresket live an teknikoù ha pa voe degaset danvezioù nevez diwar gresk an eskemmoù kenwerzhel.

Abegoù evit gwiskañ dilhad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezañ gwarezet diouzh ar gwallamzer eo an abeg degemeretañ gant an istorourien evit displegañ perak eo bet ijinet an dilhad.

  • Yenijenn : ar gwiadoù zo doareoù efedus da virout ouzh an aer yen a vont da yenaat ar c'hroc'hen ha da herzel an aer tommet gant gwrez ar c'horf a dreuziñ en-dro seul vuioc'h e chom un nebeud aer e-barzh fibrennoù ar gwiadennoù. Izolus-tre eo an aer-se, p'eo digonduus an aer difiñv. Implijet e vez ar perzh-se pa vez fardet ar gweradurioù doubl.
  • Heol : pa lakaont un harz d'ar skinoù uslimestra hag isruz, e kinnig an dilhad ur gwarez ouzh al loskoù hag an taolioù heol). Daskedet e vez ar skinadur hollek gant ar pezhioù-dilhad splann o livioù ken e warezont muioc'h eus ar gwrez.
  • Glaveier (glav, erc'h) : gwiadoù ha danvezioù zo a zo anvet "dizintrus" pa lakaont un harz da zour ar glaveier. Ret eo gwareziñ ar c'horf diouzh an dour p'eo hemañ ur fluidenn doug-gwrez a c'hell lakaat pep tra da yenaat.
Mantell-c'hlav japanat kozh