Glav
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar glav eo an dour a gouezh eus ar c'houmoul war an douar pe war ar mor. Glavioù pe glaveier a lavarer el liester. Komzet e vez eus barroù, barradoù, kaouadoù glav.
Diwar diaezhennadur ar glebor e teu ar glav. Diouzh al ledennadoù dour (morioù, lennoù, geunioù, etc...) e sav ar glebor dindan stumm an aezhenn zour ken a ya war yenaat pa sko ouzh takadoù ma 'z eus aer yenoc'h. Evit ma teufe an aezhenn d'ar glizhennadur ez eus ezhomm eus rannigoù solut bihan evel poultrenn, pollen pe gementadoù bihan aezhennoù aerosoloù. Glav a ra pa ya ar glizhennadur da stummañ takennoù dour (an takennoù glav pe ar glavennoù). Mard a an takennoù glav a-dreuz da dakadoù yen-skorn e c'hellont mont d'ur stumm solutoc'h evel an erc'h, ar grizilh (kazarc'h), ar milerc'h.
Ken glan hag an dour strilhet eo ar glav pa vez ganet, met saotret e vez gant rannigoù hag elfennoù-saotrañ ken ne vez ket mat da evañ.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|