[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Claude

Eus Wikipedia

Claude zo un anv-badez gallek deuet eus an anv latin Claudius, hag a zo bet diouzh ar c'hiz ken-ha-ken en XXvet kantved. Roet e vez d'ar baotred koulz ha d'ar merc'hed.

Lod a lavar e talvez kamm, eus ar ger latin claudus, met claudus ha Claudius zo un tammig disheñvel.

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Claudine ha Claudette zo anvioù deveret. Anaout a reer ivez an anvioù-badez kevrennek Jean-Claude, Marie-Claude ha Anne-Claude.

Brezhonekaet eo bet dindan ar stummoù Klaoda pe Glaoda.
Claudio eo an anv italianek roet d'ar baotred, ha Claudia d'ar merc'hed.

Heñvelanvioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]