[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Astureg

Eus Wikipedia
Astureg

Asturianu

Rannved  Unaniezh Europa
Riezoù Banniel Spagn Spagn Portugal Portugal
Yezherien

(2017)

100 000 - 200 000 (yezh 1)

400 000 - 647 578 (yezh 2)

Renkadur < 100
Familh Indezeuropek
Statud ofisiel
Ofisiel Miranda de Douro Portugal Portugal
Akademiezh Academia de la Llingua Asturiana
Kodoù ISO ha SIL
ISO 639-1 ast
ISO 639-2 ast (astureg eeun)

mwl (mirandeg)

Kod SIL AST

Ur yezh romanek eus is-skourr ar yezhoù asturek-leonek eo an astureg[1], pe asturianeg[2] (asturianu[3] er yezh-se end-eeun).

Komzet e vez e Priñselezh Asturiez, pe Bro-Astur[4], hag en hanternoz León, e kornôg Kantabria hag e Miranda de Douro e Portugal ma'z eo anvet mirandes e yezh ar vro.

Anvet eo bable ("trefoedaj", "brizhyezh") en Asturiez, ma n'eo ket ofisiel.

Peurvuiañ ec'h anavezer teir rannyezh pennañ : hini ar c'hornôg, an hini dostañ d'ar galizeg ; hini ar reter, tostoc'h d'ar spagnoleg ; hini kreiz ar vro, he deus servijet da ziazez evit ar yezh skouer. E 2017, etre 100 000 ha 200 000 a dud a gomze astureg peogwir e oa o yezh kentañ[5], hag 400 000 - 647 578 a dud en holl en ur gontañ an dud a gompren ar yezh hep he c'homz. ; war-dro 5 000 den a ra gant ar rannyezh virandek.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwenael Emelyanoff, er gelaouenn Al Liamm, 1997, niverenn 304, p. 424.
  2. Termbret, Yezhoù – Langues – Languages, Ofis ar brezhoneg, 2005. Fabien Lécuyer er gazetenn Ya! : Arabat komz asturianeg ouzh ar chas ! (19/09/2016) hag Ur barzhoneg en asturianeg a ro gwall skouer en Asturias (08/11/2015).
  3. (ast) (es) Xuan Xosé Sánchez Vicente, Diccionariu Asturianu-Castellanu/Castellanu-Asturianu, Trabe, Uviéu, 1996 (ISBN 978-8-4805-3056-9).
  4. Asturiez/Bro-Astur e Geriadur brezhoneg An Here (2001), p. 1435.
  5. (es) 'Encuesta sociolingüística de Asturias, Mae 2017. Kavet : 02/02/2024.