[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Arme Veur

Eus Wikipedia

An Arme Veur (la Grande Armée e galleg) e oa an anv roet da Arme an Impalaer gall Napoleone Buonaparte adal 1805 da dalañ ouzh monarkiezhioù Europa bodet e kenunaniezhioù enepgall.

Embreget mat e oa, prest da vrezeliñ, doujet e veze outi gant hec'h enebourien, kaset gant an impalaer e-unan, harpet gant e varichaled, ha trec'h e voe alies e tachennoù-emgann Alamagn, Aostria, Polonia ha Spagn, adal aod Portugal betek ar stêr Niemen.

Distrujet e voe an Arme Veur e-pad tro-vrezel Rusia e 1812.

Pennoù an Arme Veur e 1805

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ anvioù pennoù korfoù-arme an Arme Veur e deroù 1805

Niver a soudarded

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ, er Grande Armée e oa seizh korf-arme dindan Marichaled an Impalaeriezh. Dre ma veze aloubet douaroù nevez e kreske niver ar soudarded betek tizhout 600 000 soudard, hep kontañ ur milion en adarme en 1812, a-raok aloubadeg Rusia en brezel ar C'hwec'hvet Kenunaniezh. A-benn neuze e konted :

  • 300.000 a C'hallaoued, Belgiz pe Izelvroiz
  • 95.000 a Boloniz
  • 35.000 a Aostrianed
  • 30.000 a Italianed
  • 24.000 a Vavarianed
  • 20.000 a Saksoned
  • 20.000 a Brusianed
  • 17.000 Westfalianed
  • 15.000 Suised
  • 9.800 Zaned hag a Norvegiz
  • 4.000 Bortugaliz
  • 4.000 Spagnoled
  • 3.500 a Groated

War-bouez ar c'horfoù-arme polonat hag aostrian ne oa nemet ur jeneral gall e penn pep hini eus ar re-se.