Kannerez
Ur gannerez zo ur plac'h a gann an dilhad. Daou zoare zo da gompren ar ger kannañ amañ: pe ar plac'h a laka an dilhad gwenn-kann, pe an hini a sko war ar c'houez gant ur c'holvazh (gwalc'h/bazh).
E kouentoù dalc'het gant leanezed e veze kemeret dilhad lous a veze roet da gannañ da verc'hed fiziet enne hag a veze implijet a-wechoù tost evel sklavezed.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e veze kannet dilhad gant ar merc'hed en ur poull-kannañ pe en ur wazh. Gweladennet e vez hiziv kanndioù Pontrev (n'int ket tier e gwirionez) ha lec'hioù all.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kannerezed-noz a veze gwelet en-dro d'ar poulloù haga c'halle beuziñ ar baotred a glaske merc'heta ouzh skleur al loar.
E kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labourat a rae ar merc'hed e kanndioù a oa gwir dier, ma veze tomm berv ha brevus al labour.
Liverezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Plijout a rae d'al livourien poltrediñ kannerezed: brudet eo re al livourien c'hall Jean Siméon Chardin (en XVIIIvet kantved) hag Edgar Degas (en XIXvet).
-
Kannerez, Chardin (~1735)
-
Kannerez en Los Españoles pintados por sí mismos (1851)
-
Div gannerez, Edgar Degas (~1877)
-
Ar gwazi ranell, Yeend King (1855–1924)
-
Ar c'hannerezed, Abram Arkhipov (1962-1930)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kouez
- kannerez-noz
- Catarina Segurana, kannerez ha harozez