[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Job Jaffre

Eus Wikipedia
Job Jaffre
Job Jaffre
Job Jaffre d'an 28 a viz C'hwevrer 1942
Anv ofisiel Joseph-Marie Jaffré
Anv pluenn Jos Pempoull, Mabedad
Obererezh Skrivagner, kazetenner
Ganedigezh e 1906
e Berne, e Breizh
Marv e 1986
e Alre, e Breizh
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg

Joseph-Marie Jaffré, lesanvet Job Jaffre, pe c'hoazh Jos Pempoull, ganet e 1906 e Berne ha marvet e 1986 en Alre, Mabedad e anv-pluenn, zo ur c'hazetenner breizhat hag ur skrivagner brezhonek hag en deus skrivet e-barzh L'Heure Bretonne ha La Liberté du Morbihan.

D'ar 6 a viz Mae 1906 e voe ganet Job Jaffre en un tiegezh labourerien-douar, en ur gêriadenn anvet Manepil e kumun Berne, war lez lenn ar Pont-Kalleg. Bet eo er skol e Karnasen a-raok bezañ bet kaset da Redon da skol Sant-Salver gant person ar barrez. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet Ar en Deulin gant Yann-Bêr Kalloc'h. Un dizoloadenn e voe ar skrid-se evitañ.

Da 16 vloaz e krogas Job Jaffre da genlabourat gant Loeiz Herrieu er gelaouenn Dihunamb. Dianav e oa e anv-pluenn d'ar mare-se gant an dud.
Mont a reas da skolaer e skol Kernaskledenn a-raok mont d'an arme. goude e labouras e korn Pariz.

E 1931 e tistroas da Vreizh, d'an Oriant, da labourat er gazetenn bemdeziek Le Nouvelliste du Morbihan, rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.

Strollad Broadel Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. E miz Kerzu 1940 ez eas kuit eus ar gazetenn Le Nouvelliste du Morbihan, rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn genlabourerezhour L'Heure Bretonne.
Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet er gazetenn-se, evel À la porte les Juifs & les enjuivés, a embannas d'an deiz goude skrapadeg ar Vel' d'Hiv a c'hoarvezas d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Gouere 1942, hag eñ rener L'Heure Bretonne.
Goude-se e voe kelaouenner er gazetenn La Liberté du Morbihan ma tifennas sevenadur Breizh.

Goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 mizvezh ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ.
Kazetenner e voe adarre e 1955 e La Liberté du Morbihan, ma voe lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Betek 1973 e chomas kazetenner eno. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep Gwener e skrivas e bennad Etrezomp e brezhoneg betek e varv.
Embannet eo bet an dastumadenn glok eus skridoù Job Jaffre er gazetenn La Liberté du Morbihan gant Daniel Doujet[1],[2] Adkavout a reer Job Jaffre evel skridaozer er gelaouenn Breizh war ul luc'hskeudenn bet embannet e 1979.

D'an 12 a viz Meurzh 1986 e varvas Job Jaffre en Alre.

Dre-vras, memes tra, daoust d'un nebeud skridoù direnkus e-kerzh ar brezel, e chomo en eñvor an dud ez eo bet Job Jaffre ur Breizhad feal, fentigeller ha kelaouenner ampart.

  • Yann ar Baluc'henn. Kempennet gant Daniel Doujet. Dastum 1986
  • Etrezomp e brezhoneg, dastumad pennadoù tennet eus La Liberté du Morbihan, kempennet evit an embann gant Daniel Doujet, hag embannet gant Emglev Bro an Oriant:
    • Etrezomp e brezhoneg 1980-1981 (2008)
    • Etrezomp e brezhoneg 1982-1983 (2009)
    • Etrezomp e brezhoneg 1974-1975 (2010), anezhañ adembannadur ar pennadoù a gaver e Yann ar Baluc'henn (evit an darn vrasañ)
    • Etrezomp e brezhoneg 1976-1977 (2011) (gant Pierre Le Sausse)
    • Etrezomp e brezhoneg 1984-1986 (2012)
    • Etrezomp e brezhoneg 1978-1979 (2013) (gant Pierre Le Sausse)
  • Pennadoù e Dihunamb war-dro 1922
  • Petrol e Bro-Gwened 35/1940/3<=>Pardon chapel ar c'hoad 141/1943/6 e L'Heure Bretonne.
  • C'hoarioù goañv 112/1943/2<=> Skouer an Ao. Kotonneg 135/1943/1-2, en Arvor
  • Diaoul Nignol 4-5/1945/14<=> Un deiz e vo, en Avel
  • Loeiz Herrieu en dihuner 26-27/1953/4<=>De hortoz kementrall 45/1958/3 e Bro Guéned
  • Aogust Brizeug marv div wezh 40/1953/59<=>Mar dit da jiboes : ur sant n'eo ket ur c'had 46/1954/56, Al Liamm
  • Avanked koad Pont Kalleg 75/1954/11<=>Xavier de Langlais : A Roahon de Sarhau 205/1975/30, e Bleuñ Brug
  • Morholou miz Meurzh 07.03.1986, La Liberté du Morbihan.
  • Er bed endro dem 2/1981/1<=>En tad koh hag en tele 18/1985/8, en Doéré
  • Seigneurs et Seigneuries du Kemenet-Heboé, Dalc'homp Soñj, 1986.
  • Breizh hor bro (gant skoazell Charlez ar Gall). 1955. Adembannet e 2005. Diwar-benn ar sevenadur e Breizh, Emb. Skol Vreizh. Dindan renerez Polig Monjarret, ez eo bet savet al levrig-mañ gant Charles ar Gall ha Job Jaffre, evit reiñ un tamm deskamant war danvez Breizh da izili ar c'helc'hioù keltiek hag ar bagadoù.
  • Secrets et Mystères de nos Kêr, Dalc'homp Soñj.

Tro-dro da Job Jaffre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Un hentig a zo e kêr an Oriant anvet "Chemin Job Jaffré".

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kenavo Job, Job Jaffré en des hon huteit, pajennoù 1 ha 4-6, An Doéré, Dastumadenn é Brehoneg Bro Gwéned, Niverenn 20, Neué-Amzer 1986, ISSN: 0750-3326.

Lec'hiennoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]