[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Polonia

Eus Wikipedia
Unaniezh Europa
Rzeczpospolita Polska
Banniel Ardamezioù
Kan broadel
Mazurek Dąbrowskiego

Yezh ofisiel Poloneg
Kêr-benn Warszawa
Gorread
• En holl
• % dour

312 685 km²[1]
2,7%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

38 185 913 (2021)[2]
122 ann./km²
Prezidant Andrzej Duda
(06/08/2015)
Kentañ ministr Donald Tusk
Gouel broadel 11 a viz Du
Moneiz Złoty
Kod pellgomz 48
Kod Internet .pl

Polonia (poloneg : Rzeczpospolita Polska) zo ur Stad en Europa ar C'hreiz enni tremen 38 000 000 a annezidi. Gronnet eo gant Alamagn, Belarus, ar Republik Tchek, Slovakia, Ukraina, Lituania hag enezennad rusian Kaliningrad. Abaoe ar 1añ a viz Mae 2004 eo ezel eus Unaniezh Europa.

Kartenn Polonia

Dremmvro Polonia a c’hoarvez dreist-holl eus douaroù Plaenenn Europat an Norzh. Er su emañ aradennad-venezioù ar C’harpatoù avat, hag a stumm harzoù naturel etre Polonia hag ar Republik Tchek ha Slovakia. Digor-frank eo ar vro war ar mor Baltel ha dre se eo aesaet ezporzhiadurioù produioù al labour-douar, an oberiadoù hag an danvezioù krai (glaou). Gallet ez eus bet sevel chanterioù sevel bigi ivez. Merket eo an harzoù gant Alamagn war-bouez al linenn Oder-Neisse diwar anv ar stêr hag hec’h adstêr e kornôg ar vro.

Kêrioù pennañ : Varsovia (1,6 milion a annezidi), Łódź (803 000), Krakovia (740 000), Wrocław (633 000), Poznań (578 000), Gdańsk (458 000), Szczecin (417 000), Bydgoszcz (387 000), Lublin (356 000), Katowice (345 000), Bielsko-Biała (200 000).

Sellet ivez ouzh : Kêrioù Polonia ~ Brasañ kêrioù Polonia

Luc’hskeudenn dre loarell eus Polonia

Pennadoù dre ar munud : Istor Polonia ~ Kronologiezh Istor Polonia

16./17. kantved

Fontet e oa bet Polonia en Xvet kantved war dachennad ar Bolaned. Er Grennamzer e teuas da vezañ ur vro na c’halled ket ober hepti e Kreiz Europa. Mieszko I eo he roue kentañ, anezhañ diazezer ar rummad-roueed Piast a renas war Bolonia eus 966 da 1370. Gniezno eo ar gêr-benn da neuze, er reter da Boznań.

Rakged ar C’hornôg katolik roman eo Polonia, a-dal d’ar bedoù ortodoks (Rusia, Belarus, Ukraina), pagan (broioù baltek), ha muzulman (Turkia ha Mongolia). En em gavout a ra ivez e-tal an Drang nach Osten (lusk germanek war-du ar reter), pe e vefe gant an Impalaeriezh Santel pe gant ar Varc’heien deutonek. Polonia, e kroashent meur a ved, hep harzoù naturel dezhi, zo digor-frank d’an alouberien. Gwastet e vo ar vro gant ar re-se, dreist-holl en XIIIvet kantved (aloubadegoù gant ar Vandennad Aour mongol eus 1248 da 1275).

Kazimir III ar Meur, roue diwezhañ ar rummad-roueed Piast a unvan Polonia.

En he barr emañ Polonia er XVvet hag er XVIvet kantved, e-pad ren ar rummad-roueed Jagellon, gant Ladislas II. Gant ar Rzeczpospolita Obojga Narodów (republik an div vroad), diwar unvaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur Lituania (Unaniezh Lublin – 1569), ez eus goloet un tiriad hag « a ya eus ar Mor Baltel d’ar Mor Du » ha betek dorioù Moskov. Krakovia e oa ar gêr-benn da neuze, e Polonia vihan. Dont a ra Kazimir IV a-benn da unvaniñ evit ur prantadig rouantelezhioù Bohemia (1471), Hungaria (1490) ha Polonia.

Savet he doa ar Rzeczpospolita ur reizhiad politikel ha na oa ket bet gwelet abaoe Roma an Henamzer, ar Vrientinelezh. Dilennet e veze ar roue, ha ne veze ket treuzkaset ar garg dre hêrezh. Evel-just ne roe ar « republik »-se ar gwir da votiñ nemet d’an noblañsoù, met ar re-se a yae d’ober tost 10% eus ar boblañs, ha muioc’h c’hoazh en-dro da Varsovia a oa deuet da vezañ ar gêr-benn er XVIIvet kantved. Rediet e voe ar roue da zilezel darn eus e c’halloudoù gant an noblañsoù, e-keñver an tailhoù, an arme hag ar justis peurgetket. Evel-se, roue Polonia, d’ur mare ma oa kreñvaet o galloud gant roueed Europa (Frañs, Spagn, Aostria, Prusia), a oa gwanaet e hini er c’hontrol.

Kazimierz Dolny

Aroueziet e oa ar Rzeczpospolita gant ar frankiz-kredenn ivez. Ma oa chomet katolik an darn vrasañ eus ar gouerien e oa troet un nebeud brav a noblañsoù ouzh ar brotestantiezh, hervez kredennoù Luther ha dreist-holl re Calvin. A-hend-all, Polonia he doa roet bod (e kêr Leszno dreist-holl) d’ar « Vreudeur dchek » (Husited) a felle dezho tec’hout diouzh Bohemia a veze katolikaet en-dro gant ar re Habsbourg. Erfin e oa ur bern Yuzevien er Rzeczpospolita (etre 5 ha 10 % eus ar boblañs), er c’hêrioù hag el lodenn reter eus ar vro dreist-holl.

E 1570 ez erbede Emglev Sandomierz kenvezañs peoc’hus ar relijionoù. Kreñvaet e voe an emglev-se e 1572 gant Kengevread Varsovia. Ken damantus e oad d’ar frankiz-se ma voe rediet Henri de Valois (1572-1574, Herri III e Frañs) gant noblañsoù Polonia da reiñ muioc’h a wirioù da brotestanted Frañs, dezhañ da vezañ dilennet roue Polonia.

Met digreskiñ a reas ar frankiz-se tamm-ha-tamm er XVIIvet kantved, dreist-holl war-lerc’h 1655 pa voe aloubet Polonia gant Sveden a oa protestant.

E 1683 ez eus harzet gant Yann III Sobieski un argad turk bras dindan mogerioù Vienna. Daoust d’ar c’hur-se ez a ar Rzeczpospolita da fall tamm-ha-tamm, dre benn d’he reizhiad politikel distabil ha d’an aloubadegoù niverus (gant Sveden, Rusia, Turkia, Prusia). E fin an XVIIIvet kantved n’eo ket dizalc’h ken Polonia ha rannet eo teir gwech diouzh renk etre hec’h amezeien (e 1772, 1793 ha 1795). Kentañ rannadur Polonia, e 1772, a voe kaoz d’un dastaol gant ar geodedourien. Da-heul an dastaol-se e voe embannet ur Vonreizh e 1791. Daoust ma ne oa ket ken « dispac’hel » honnezh ha hini Frañs e voe kavet re zañjerus gant amezeien Polonia.

Hed-da-hed an XIXvet kantved e voe diframmet Polonia, rannet etre Rusia, Prusia (hag Alamagn da c’houde), hag Aostria (hag Aostria-Hungaria da c’houde). Ne voe dizalc’h en-dro nemet e miz Du 1918.

Broadelezhioù e Polonia e 1931, kartenn gant Henryk Zieliński, Krzysztoflew ha Rowanwindwhistler


Evel ma voe kont gant an darn vrasañ eus broioù kreiz-reter Europa, nemet Tchekoslovakia, ne badas ket pell an uhelvennadoù demokratel. Buan e teuas ar renad da vezañ aotrouniezhus, dre levezon Józef Piłsudski peurgetket.


Distaget eo an eil brezel-bed gant aloubidigezh Polonia gant Alamagn d’ar 1 a viz Gwengolo 1939. En ur ober 7 devezh e tizh ar Wehrmacht Varsovia a-drugarez da strategiezh ar « blitzkrieg » ha d’e zreistelezh teknologel. D’an 28 a viz Gwengolo e kodian Polonia. Er reter n’eus tamm spi ebet da herzel war-lerc’h an aloubidigezh soviedel eus ar 17 a viz Gwengolo. Rannet eo ar vro adarre, etre Alamagn hag an Unvaniezh soviedel ar wech-mañ.

E fin an eil brezel-bed e vir URSS al lodenn reter eus ar vro, bet destaget e 1939, ha Polonia a « rikl » war-du ar c’hornôg, oc’h euvriñ su Prusia ar Reter, Pomerania ha Silezia. Kas a reer kuit an Alamaned a oa o vevañ en tiriadoù-se war-zigarez e oa ar re-se da Bolonia ent istorel. Dont a ra Polonia da vezañ ur republik poblel e dalc’h Moskou hag ezel eus Emglev Varsovia.

Er bloavezhioù 70 ha 80 e tiroll emsavadegoù taer er vro. E 1980 e krouer ur sindikad dieub (Solidarność : kengred), ennañ 10 milion a izili a-benn nebeut hag en e benn ul levier arouezel : Lech Walesa. Klask a ra ar Jeneral Jaruzelski terriñ ar sindikad dre embann ar "stad a vrezel" d’an 13 a viz Kerzu 1981, met kazeg a ra abalamour da levezon teir beaj Karol Wojtyla, deuet da vezañ ar pab Yann-Baol II, ha d’an treuzfurmadurioù krenn en URSS gant Gorbatchev.

E 1989 emañ "an Taolioù Krenn", un heuliad emvodoù gant ar gouarnamant ha Solidarność hag a zigoro an hent da Bolonia nevez ha demokratel, renet gant T.Mazowiecki. D’ar mare-se eo Polonia kentañ bro ar Feur-emglev oc’h en em zizober eus ar yev soviedel, hag o stummañ ur gouarnamant ha n’eo ket liammet ouzh ar bloc’had soviedel. E 1990 eo dilennet Lech Walesa da Brezidant ar Republik, met skarzhet eo tri bloaz war-lerc’h gant Alexandre Kwasniewski, un ez-komunour anezhañ (1993-2005). Abaoe 1999 emañ Polonia e-barzh AFNA. E 2003 eo fiziet enni penn un takad aloubet eus Irak gant SUA. D’ar 1 a viz Mae 2004 ez a e-barzh Unvaniezh Europa. D’an 23 a viz Here 2005 eo dilennet ar prezidant nevez : Lech Kaczyński.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad dre ar munud : Politikerezh Polonia

Ur republik eo Polonia. Ar C’hentañ ministr eo prezidant Kuzul ar vinistred. Atebek eo e ouarnamant dirak ar gambr izel. Ar Prezidant, dilennet evit 5 bloaz hervez ar mouezhiañ hollek eeun, eo penn ar Stad. Envel a ra penn ar gouarnamant ha gwir en deus da lakaat e veto. Evit enebiñ ouzh ar gwir-se e rank ar gambr izel votiñ diouzh muiañ-niver an teir fempvedenn. Div gambr a ya d’ober ar parlamant : an DietaSejm e poloneg – enni 460 kannad, hag ar Sened ennañ 100 senedour.

D’ar 5 a viz Mae 2006 ez eus deuet e gouarnamant Polonia meur a vinistr tost d’an tu dehou pellañ pe d’an tu kleiz pellañ. Roman Giertych, rener Kevre familhoù Polonia (LPR - Liga Polskich Rodzin), zo e penn an deskadurezh vroadel. Mennet eo da bouezañ, er programmoù-skol, war « talvoudoù kristen Polonia beurbadus »[3]. Evit a sell ouzh Andrzej Lepper, anezhañ ur c’homunour kozh, bedaraller ha levier ar strollad Samoobrona (« Emzifenn »), eo bet anvet bes-kentañ ministr e karg eus al labour-douar. Ministrerezhioù al labour hag ar sevel-tiez en em gav ivez etre daouarn izili Samoobrona. Nec’het eo darn eus Poloniz, ar studierien peurgetket, gant ar c’habined kemmesk-se savet gant Jarosław Kaczyński.

Gwelet ivez Roll prezidanted Polonia ha [Kentañ ministred Polonia]].

Pennad dre ar munud : Poblañs Polonia

Emdroadur ar boblañs etre 1961 ha 2003 (sifroù gant FAO, 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi


Azrannoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Polonia e 16 rannvro velestradurel a reer województwa anezho e poloneg :

Bez’ e oa 49 rannvro etre 1975 ha 1999 (diskar URSS). Distroet int d’o niver hengounel goude m’eo bet dilezet ar Vonreizh sokialour kozh.

Pennad dre ar munud : Armerzh Polonia

D’an 12 a viz Gwengolo 1989 eo stummet gant rener kozh Solidarność, Tadeusz Mazowiecki, ar c’hentañ gouarnamant poloniat ha n’eo ket komunour abaoe fin an Eil Brezel-bed e Reter Europa.

Leszek Balcerowicz, bes-kentañ ministr ha ministr an arc’hant er gouarnamant-se, a laka da dalvezout ur politikerezh strizh, dezhañ da bal suraat an tremen eus an armerzh steuñvet da armerzh marc’had. Gant ar steuñv-se – anavezet dindan an anv « yac’haat tu pe du » – ez eus bet gallet mestroniañ ar gourmonc'hwez a rivine armerzh Polonia ha mont buan war-du armerzh ar marc’had.

Goude ul lankad kentañ diaes, aroueziet gant ur monc'hwez kreñv, gouwerzhekadur ar moneiz, embregerezhioù o serriñ, hag an dilabour o kreskiñ, ar politikerezh-se en deus sikouret da ziorren ha da vodernaat armerzh Polonia. Distroet eo ar c’hresk armerzhel kerkent ha 1993, gwellaet eo bet barr bevañ an dud, ha da-heul eo kresket ar bevezerezh, digresket ar monc’hwez ha stabilaet ar złoty. Kresket eo ivez an eskemmoù armerzhel hag ar postadurioù estren eeun.

D’an 23 a viz Kerzu 1991 e kuita Leszek Balcerowicz e bost e ministrerezh an arc’hant. Sellet e vez outañ evel tad an adreizhoù armerzhel hag oberour pennañ ar c’hemmoù don zo bet e Polonia e-doug ar bloavezhioù 90, war-lerc’h daou-ugent bloavezh a gomunouriezh. Kemeret eo e blas gant Karol Lutkowski.

Ur vravadenn zo bet en armerzh Polonia da-heul ar « yac’haat tu pe du » ha kendalc’het he deus betek 1997. Er bloavezh-se e oa tremenet feur an dilabour dindan 10 %. Abaoe ez eus kudennoù all gant Polonia : goude bezañ tremenet 20 % e 2004 e chom feur an dilabour en tu-hont da 19% e penn kentañ ar bloavezh 2005.

Un nebeud sifroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • PDK : 512 900 000 000 PLN(2005)
    • kresk 2004 : 5,7 %
    • kresk bloaziek keitat 1990-2003 : 4,7 %
    • dasparzh dre c’hennadoù e 2003 :
      • labour-douar / koadeier : 3 %
      • sevel-tiez : 7 %
      • treuzdougen : 7 %
      • greanterezh : 22 %
      • kenwerzh ha servijoù : 56 %
      • traoù all : 5 %
  • Feur monc’hwez : 0,4 % (03.2006)
  • Korvoder dre annezad : 15 200$ (2006), Varsovia - 37 000$ (2005)
  • Feur an dilabour : 17,3 % (miz Du 2005), Varsovia - 5,7% (miz Du 2005),
  • Kenwerzh diavaez (2004) : 92 720 000 000 $ a ezporzhiadurioù ha 95 670 000 000 $ a enporzhiadurioù. Alamagn eo kentañ keveler kenwerzhel Polonia. Frañs eo eil pratik ha pevare pourchaser ar vro. Ar gevelerien bennañ all eo Italia, Rusia, Breizh-Veur, ar Republik Tchek, Sina hag an Izelvroioù
  • Dle publik/PDK : 51,6 % (2003)
  • Feur kampi : 6,5 % (16 a viz C’hwevrer 2005)
  • Feur eskemm ar złoty : 1 € = 3,9265 PLN ; 1 $ = 3,2071 PLN (18 a viz Ebrel 2006)

Minorelezhioù (dael zo diwar-benn ar sifroù)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alamaned (eus 147 000 da 500 000)
  • Belarusiz (eus 48 700 da 200 000)
  • Tcheked (eus 2 000 da 3 000)
  • Lituaniz (eus 5 800 da 25 000)
  • Ukrainiz ha Rutened (en ur gontañ al Lemkoed, eus 5 800 da 7 000), (eus 39 000 da 300 000)
  • Armeniz (eus 300 da 15 000)
  • Tsiganed (eus 12 800 da 60 000)
  • Rusianed (eus 3 800 da 15 000)
  • Slovaked (eus 2 000 da 25 000)
  • Tatared (eus 490 da 5 000)
  • Yuzhevien (eus 1 100 da 10 000)
  • Karaimed pe Karaited (eus 50 da 80 000)
  • Kachoubed (niveradur diasur-kenañ, adalek 5 000 a gomz ar yezh betek 100 000 a dud, pe 300 000 zoken, ar Gachoubed a lavar peurliesañ ez int Poloniz)
  • Sileziz (evel ar Gachoubed e lavaront peurliesañ ez int Poloniz. Bez’ ez eus war-dro 1 500 000 anezho)
  • Gresianed ha Makedonianed (eus 2 000 da 4 500) (ar vinorelezh-se a oa anavezet gant ar renad komunour, ha n’eo ket ken e Polonia vremañ dre ma’z eo ur vinorelezh tud enbroet, anezho repuidi eus brezel diabarzh Gres e 1946-1949)

Bez’ ez eus war-dro 40 000 a estrenien e Polonia, dreist-holl tud eus broioù reter Europa (Rusia, Belarus, Ukraina...) met ivez tud eus ar reter pellañ (Sina ha Viêt Nam).

E diaspora Polonia ez eus 20 milion a dud.

Folklor Polonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod eus an dud a soñj n’eo folklor Polonia nemet korolloù Slask ha Mazowsze. Koulskoude e vez pleustret kalz ar folklor poloniat gant Poloniz a bep seurt oad hag a bep seurt dere.

Kement-se a zleer d’al labour youlek ha dispar zo bet graet evit gwareziñ ar folklor-se. Unan en deus graet kalz evit se eo Oskar Kolberg a redas dre Bolonia en XIXvet kantved a-benn dastum tonioù, barzhonegoù ha dañsoù, ar muiañ ar gwellañ, e kement rannvro zo tout. Tu zo da gaout al labour enklask-se en e bennoberenn, enni ouzhpenn 50 levrenn : « LUD » (ar bobl).

Krouet ez eus bet strolladoù a-leizh evel-se, lorc’h enno gant o rannvro orin. Cheñch a ra an tonioù hag an dañsoù eus an eil rannvro d’eben. Bez’ ez eus 5 dañs broadel zo bet brudet an darn vrasañ anezho gant Chopin : ar c’hrakowiak (dañs Krakovia), an oberek, an dañs poloniat, ar mazur hag ar c’hujawiak.

Rannvro Podhale, tost da Zakopane, eo ar skouer sebezusañ eus gwarez an hengoun folklorel. Er rannvro veneziek-se eo bet miret henvoazioù ar vuhez pemdez, ha dreist-holl ar sonerezh, gant an diorren touristel hag ar c’harczma (tavarnioù ma c’haller selaou sonerezh eus ar menezioù).

Erfin, abaoe ar bloavezhioù 1960, ez eus bet kalz a strolladoù estren o pleustriñ ar folklor poloniat a-benn lakaat an henvoazioù da badout.

Keginerezh Polonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh keginerezh Polonia.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll Poloniz vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) The World Factbook
  2. (en) The World Factbook
  3. Véronique Soule, Maja Zoltowska, « La Pologne à droite toute », e-barzh Libération web, 13 a viz Mae 2006

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]