[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Diaspora

Eus Wikipedia

Diaspora ((grc) διασπορά diasporá, diwar διασπείρω diaspeirō "Strewiñ a ran") eo ar ger implijet evit kaozeal diwar-benn ur boblañs strewet eus he ziriad orin.

Da gentañ e termene strewadur bras ur boblañs dre heg, pell eus he ziriad orin, ha dreist-holl diaspora ar Yuzevien. Hiziv e c'hell bezañ n'eus forzh peseurt poblañs hag a c'hell bezañ c'hoazh ar muiañ-niver anezhi en he ziriad orin, evel an diaspora armenian, mec'hikan pe diaspora ar Vretoned zoken[1].

Klasket e oa bet lakaat kemm etre an diasporaoù, diouzh o fennabeg (kenwerzh, fiñvadegoù, impalaerouriezh) pe diouzh ar sternioù sokial hag al liammoù ouzh ar vro orin. Lod eus an diasporaoù a zalc'h liammoù kreñv-kenañ ouzh o ziriad orin, betek war an dachenn bolitikel.

Asambles gant keal an diaspora e c'hell bezañ hinian distro, darempredoù gant kumuniezhoù all eus ar memes diaspora ha diouer a embarzhiñ-klok er vro zegemer. Alies e talc'h un diaspora liammoù politikel ouzh he bro-orin kenkoulz hag e levezon war bolitikerezh he bro-zegemer.

Diaspora yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An diaspora yuzev ((he) תְּפוּצָה‎, tfutza) pe harlu ((he) גָּלוּת galut; (yi) golus) eo an anv roet da strewadur ar Yuzevien dre ar bed hag er-maez eus o douar orin (Eretz Israel). Da gentañ-penn e oa ster nemetañ ar ger "diaspora". Krog e oa an harlu goude distruj Rouantelezh Israel en norzh gant an Asirianed a-raok mont pelloc'h, gant fin Rouantelezh Yehouda e 586 kt JK, distrujet gant Babilon ha distruj Jeruzalem gant ar Romaned e 70. E 132 e voe berzet d'ar Yuzevien bezañ o chom re dost ouzh Jeruzalem, adanvet Aelia Capitolina.

  1. Kévin Storme, « Diaspora bretonne. En quête du rêve américain », Le Télégramme, 17.01.2019. Lennet d'an 23 a viz Ebrel 2020