[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

troatad

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar troad ha hed gant ur sandhi d + h > t.

Anv-kadarn

troatad /ˈtrwatːat/ gourel (liester troatadoù)

  1. Unanenn hed kozh a dalveze kement hag hirder troad ar Roue
  2. Unanenn-vuzuliañ saoz kevatal gant daouzek meutad pe un drederenn eus ar yard, kevatal gant 30,48 cm.
  3. un troatad hed, led, ment:
    • Kerkent en em ziskouezas en ti un denig bihan iskis, tri zroatad ment dezhañ, [...]. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 11.)
  4. un troatad a hed, a ledander:
    • Bez' he deus c'hwec'h kant dek ha pevar-ugent troatad a hirder, war-dro pevar c'hant tregont troatad a ledander, ha tost da bevar c'hant ugent troatad a uhelder betek ar groaz a zo war-c'horre an tour. — (Gabriel Morvan, J.-M. Le Gall, Buez ar Zent, 1913, p. 777.)
Notenn
  • N'eo ket ar memes ger evel troadad.

Deveradoù

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « troatad » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia