torgenn
Neuz
Brezhoneg
- Diwar tor ha ?
Anv-kadarn
torgenn /ˈtɔrɡɛn/ benel (furm vihanaat : torgennig, liester : torgennoù, tergin)
- Uhelenn vihan, plaen pe gromm ar gern anezhi
- Yun a veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c'hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenofIez, ar c'harzhiadoù beuz, ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 13.)
- Ur c'hañval uhel-uhel war e bevar bav, ur gouzoug hir brañsell-divrañsell dezhañ, ha daou bikol bos, div wir dorgenn war e gein ! — (Youenn Drezen, Skol louarn Veig Trebern, eil lodenn, Al Liamm, 1973, p. 16.)
- Ur gêrig koant eo bourc'h Brasparz, gwintet war un dorgenn peuz uhel o sellout, war-zu ar c'hreisteiz, ouzh douaroù Pleiben. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 14.)
- War un dorgenn uhel a-walc'h e oa ar bradenn. — (Herve ar Gall, Koulz ar c'hastrilhez, Embannadurioù Al Liamm, 2008, p. 95.)
Gerioù heñvelster