toaz
Neuz
Brezhoneg
- (1499) Toas er C'hatolikon[1]. Kar d'ar gerioù toes e kembraeg, táis aet da toes en heniwerzhoneg, taos en iwerzhoneg, taois e skoseg, dezho ar memes ster, hag a zeufe eus ur ger keltiek *tais-to, a c'heller tostaat ouzh ar gerioù tès-to en henslaveg ha σταῖς en henc'hresianeg (« toaz »), ha stīr-ia e latin (« takenn dev »). Netra asur[2].
Anv-kadarn
toaz /ˈtwɑːs/ hollek gourel
- (Keginerezh) Danvez aozet diwar bleud ha dour, pe laezh, a vez graet gantañ bara, tartez, pe kouignoù.
- Terriñ an toaz, e gas din d'an ti-forn ha diwall na vefe panenn pe suilhet ar bara. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 45.)
- Ha goude p'ho po goret ar forn, lakaat an toaz e-barzh. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 45.)
- Bremañ a zo mekanikou dispar da verad an toaz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 347.)
- (Keginerezh) (A-wezhioù) Bas.
- (dre fent) Kaoc'h ar vugale vihan:
- Hemañ zo toaz en e vragoù.