pederez
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn peder hag an dibenn-ger -ez.
Anv-kadarn
pederez /peˈdeːres/ benel (liester : pederezed)
- (Loenoniezh) (Amprevanoniezh) Amprevan ortopter, e anv skiantel Mantis religiosa, ha kar d'al lamperez.
- Gant an noz e tihun ar c'hoad-se, ken sioul peurvuiañ : galvoù loened, skrilhadeg ar sigalenned hag ar pederezed, krignaded ar merien-gwenn o valañ ar c'hefioù kozh. — (Frañsez Kervella, Dindan Gouriz ar Bed, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 37.)
Troidigezhioù
- alamaneg : Gottesanbeterin (de)
- esperanteg : manto (eo)
- galizeg : barbantesa (gl)
- galleg : mante religieuse (fr)
- gresianeg : αλογάκι της Παναγίας (el) (alogáki tis Panayías)
- hungareg : imádkozó sáska (hu)
- italianeg : mantide religiosa (it)
- saozneg : praying mantis (en)
- spagnoleg : santateresa (es)
Furm anv-kadarn
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | peder /ˈpeːdɛr/ |
pederien /peˈdɛrjɛn/ |
Benel | pederez /peˈdeːres/ |
pederezed /pedeˈreːzet/ |
pederez /peˈdeːres/
- Furm venel an anv-kadarn peder
- Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d'he biz-meud, hervez giz Spagnoliz, ha goude e c'hoursavas he mantilh da bokañ da groaz he chapeledig. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 9.)