muioc'h
Neuz
Brezhoneg
Adverb
muioc'h
- mui; derez-uheloc'h ar gerioù kalz, bras; heuliet gant eget pe evit:
- — Emichañs ne gousto ket muioc'h, emezi war he fouez. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 76.)
- Petra bennak ma veve muioc'h eget n'eus forzh piv e doujañs Doue — [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 18.)
- An hesk a droc'h muioc'h evit an aotennoù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 29.)
- Me a c'hoarzh muioc'h ar bara ouzhin evit ar gwastell. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 78.)
- E-kerzh an hañv e tre muioc'h en noz evit en deiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 536.)
- dirak un anv-kadarn : muioc'h a zroug, muioc'h a vri:
- Mes an deskadurezh, daoust pegen kaer eo drezi he-unan, a c’hall ober muioc’h a zroug eget a vad, [...]. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 771.)
- Met evito da vezañ, war a gredan, republikaned taer, biskoazh kristen ne zougas muioc'h a bri d'ar rouanez eget isofiserien an Ernest Renan. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 129.)
- Muioc'h a stad a vije bet ennañ c'hoazh m'en dije gouvezet, evel ma voe gwelet nebeut goude, e oa ar glav o vont da gas kuit ar c'hleñved. — (Alessandro Manzoni, lakaet e brezhoneg gant Per Bourdellez, Danvez-priedoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 196.)
- Dirak un anv-gwan :
- -dirak anvioù-gwan-verb
- Eben a oa muioc'h luziet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 328.)
- Muioc'h fromet c'hoazh e oa Pikoù eget en deiz ma'z oa aet d'ar skolaj evit ar wech kentañ. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 307.)
- -dirak anvioù-gwan a grog gant di-:
- Muioh diboan e vo dit. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 422.)
- Ar botou-mañ a zo êsoh ha muioh didorr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 106.)
- Tammig-ha-tammig e teuas Kristina da vezañ eeunoc'h, digoroc'h he doare, muioc'h dievezh, muioc'h dizifenn. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 64.)
- "Hemañ 'vat n'eus ket seblant drouk warnañ, met daoust dezhañ da vezañ ken reut hag ur wezenn ha zoken muioc'h difiñv, un dra bennak a lavar din eo kalz buhezekoc'h. [...]..." — (Ernest ar Barzhig, Minna ha danevelloù all..., Mouladurioù Hor Yezh, 1988, p. 138.)
- [...], peogwir e oa muioc'h dizañjer ober taolioù-esae warno eget war an dud, [...]. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 21.)
- -dirak anvioù-gwann all (renker hervez urzh al lizherenneg):
- A-hervez, ar re a labour a-vanchard a vez muioh ampart evid ar re all. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 336.)
- Goneri Rojou ne oa tamm 'bet muioc'h faro, o pediñ e-kichen an aotrou person, evit distro e wreg. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 72.)
- Evitañ da vezañ muioc'h kustum egedomp diouzh ar seurt traoù, e tlee an apotiker bezañ gwall zoaniet rak daskrenañ a rae e vouezh p'adkrogas da gaozeal : [...] ? — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 29.)
- Ar herden fin a zo muioh pesketuz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 268.)
- muioc'h a se : seul vuioc'h, seul vui
- muioc'h-mui
- muioc'h a ...
- Skoed em dorn a dalv din-me
Muioc'h eget daou o vale