kavell
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
kavell /ˈkɑːvɛl/ gourel (furm vihanaat : kavellig, liester : kavelloù, kevell)
- Gwele bihan ma lakaer ar vugale nevez-c'hanet
- En de-se, trubuilh ha glac'har en tiig : eur plach, ar vamm, war ar varv-skaon; eur bugelig en e gavell, emzivad an de kenta eus e vuhe. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 11.)
- Laka ar paotr bihan en e gavell ha luskell anezañ ken na vano kousket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 243.)
- Ma hini a zo e koad e gavell ha koad e gavell a zo d'ober. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 243.)
- Doare paner hep dourgenn
- <skouer.>
- Doare paner aozilh, plastik, a dalvez da besketa
- Eun eiz de bennak a-rôk, Saïg an nevoa kollet daou gavell war bazennou er-mêz da Roc'h Ledan. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 142.)
- Ped kavell ho-peus er-mêz ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 243.)
- (Dre hevelebiezh) Krogenn kresteneged 'zo
- <skouer.>