kannad
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
kannad /ˈkãnːat/ gourel (liester : kannaded)
- Den a zegas keleier gantañ a-berzh unan bennak ; den zo fiziet ennañ ur gefridi bennak gant unan bennak, a vez kaset da gaout unan bennak ; dileuriad unan bennak pe ur strollad bennak
- <skouer.>
- (Ent strizh) Politikour dilennet gant mouezhierien ur bastell-vro
- Goude-se ec'h en em dennas e Pleiben da labourat war e vicher hag, a-benn ur pennad, e tapas ar garg a vaer hag e voe kaset da gannad, pe da zepute, d'ar Gambr. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 244.)
- — [...]. Ha kement ha lavarout ar wirionez, me an hini a zleje bezañ bet kannad. [...]. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 306.)