gwalc'hiñ
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (guelchiff).
- Da geñveriañ gant ar gerioù golchi en kembraeg, golghy en kerneveureg, folcadh en iwerzhoneg.
Verb
Kemmadur | Furm |
hep | gwalc'hiñ |
dre vlotaat | walc'hiñ |
dre c'hwezhañ | digemm |
dre galetaat | kwalc'hiñ |
amreizh | walc'hiñ |
gwalc'hiñ /ˈɡwalɣĩ/ (anv-gwan-verb : gwalc'het) (displegadur)
- Naetaat un dra bennak (listri) gant dour, pe gant ul liñvenn all a-wechoù.
- Gwalc'hiñ holl listri ar gegin, en ur ger, hep ankounac'haat hini pe ho po da ziwall ouzhin. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 46.)
- C'hwi 'zo gouestoc'h egedon-me da walc'hiñ traoù evel-se ! — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 46.)
- Naetaat e gorf pe un darn eus e gorf gant dour ha saovon.
- Ret eo din gwalc'hiñ ma daouarn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 116.)
Stummoù all
- golc'hiñ (stumm gwenedek pe gozh)